Skoazell:Liammoù etreyezhel
Neuz
Liammoù etreyezhel (saozneg:Interlanguage links) a vez graet eus liammoù pennadoù war Wikipedia en ur yezh war-zu ar memes pennad met skrivet en ur yezh all. Al liammoù-se a vez tu tizhout dre ar meuziad dibun yezh hag a zo a-us a-zehoù eus ar pennad. En ec'h a-zehoù eo eus ar bajenn a lenner pa vez implijet stumm diazez ar Vektor 2022. Gant stummoù all, e c'hall bezañ kavet el lodenn "Yezhoù" met ar wech-mañ a-gleiz eus ar varrenn gostez. An tu a zo da gemm ar stumm diskouezet Dibar:Penndibaboù § Neuz.
Ul liamm etreyezhel a c’hall bezañ ivez ul liamm eus ur bajenn en ur wiki war-zu ur bajenn en ur wiki all. Da skouer, [[:fr:Bretagne]] a ya da fr:Bretagne.