Skoazell:Enporzhiañ ur restr

Eus Wikipedia

Enporzhiañ ur restr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-benn enporzhiañ ur restr, implijit skoazeller enporzhiañ Wikimedia Commons, sellit m'ho peus trawalc'h a wirioù evit en ober (oberennoù nevez krouet ganeoc'h, oberennoù en domani foran, oberennoù dindan lañvaz frank kenglotus).

Ar skeudennoù ha restroù liesvedia a zo kreizennet war Wikimedia Commons, ur vediaoueg voutin d'an holl raktresoù Wikimedia. Evelse e vo prest ho skeudennoù da vezañ implijet e Wikipedia an holl yezhoù. An holl skeudennoù-se a zo embannet dindan lañvaz frank : pep hini a c'hall implijout, kemmañ, gwerzhañ anezho gant ma vo meneget ho aozer.

A-benn enporzhiañ ur skeudenn e rankit bezañ kennasket gant ho kont. Ar gont-mañ a ya en-dro gant Wikipédia ha Wikimédia Commons (ha raktresoù all ar Wikimedia Foundation).

Doareoù da enporzhiañ ur restr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwi eo aozer ar restr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tennet ho peus ur skeudenn ha n'eo ket dindan gwirioù aozer pe copyright ar sujed ? Neuze ez eus tu deoc'h enporzhiañ ar restr war Commons dindan ul lañvaz frank kenglotus, evit enlakaat ur skeudenn e-barzh ur pennad Wikipedia.

Tu 'zo deoc'h enporzhiañ an oberennoù bet krouet ganeoc'h (pe gant ur mignon en ho anv). Kement-se a zo gwir evit ar skeudennoù hag ar videoioù :

  • gweledvaoù natur, loened, plantoù ;
  • personelezhioù publik pe tud skeudennet e-pad manifestadegoù publik.
  • objedoù a-vez implijet, hep perzh arzhel ;
  • grafegoù, kartoù, diagramoù, sonioù bet krouet ganeoc'h ;

Dalc'hit-soñj : en ur rannañ ho oberenn war Wikipedia Commons, aotreen a reoc'h an implij, an eilañ, ar c'hemmadur hag ar gwerzh hep ma vefe goulennet diganeoc'h.


An oberennoù krouet pe awenet gant unan bennak all n'int ket asantet. Dre ziouer, n'eus ket tu enporzhiañ oberenn unan bennak all pe un oberenn derevet. Kement-se a endalc'h :

  • al logoioù ;
  • ar goloioù CD ha DVD ;
  • ar skeudennoù bruderezh ;
  • an tapadennoù skramm abadennoù skinwel, filmoù, DVDoù ha poelladoù ;
  • an tresadennoù tudennoù skinwel, bandenn treset, filmoù, memes m'eo bet treset ganeoc'h ;
  • ar skeudennoù bet tapet en ul lec'h publik a n'eus ket eus ar frankiz gweledva (kemmus hervez ar broioù)
  • darn vrasañ ar skeudennoù kavet war an internet.

Estreget evit :

  • tu zo deoc'h enporzhiañ oberenn unan bennak all m'eo bet aotreet gant an aozer an implij, an eilañ, ar c'hemmadur, ar gwerzh (peurvuiañ meneget gant lañvazioù CC-by pe CC-by-sa) ;
  • tu zo deoc'h enporzhiañ ho skeudennoù arz, delwennoù pe savadurioù kozh en domani publik (kemmus hervez ar vroioù).