Mont d’an endalc’had

Sklêrijenner

Eus Wikipedia

Ur sklêrijenner [1] zo un den karget da anavezadenniñ, evit arvestiñ ul lec'h ha klask ar muiañ posubl a ditouroù a vo implijus gant ar peurrest eus ar strollad.

Sklêrijennerien brazilian e-kerzh ar jamboree bedel e 2007.

Implijet eo bet ar ger sklêrijenner gant ar skouted ; ar re-se (boy-scouts e saozneg), anvet ivez skouted hervez al luskad skouted, zo ur skourr (rummad oad) hag a stroll bugale etre 12 ha 17 vloaz. Evit al luskadoù gided (merc'hed) e vez graet sturierez pe sklêrijennerez anezho (e saozneg girl-guides). En un doare istorel, ar sklêrijennerien eo ar c'hentañ skourr eus ar skouted bet krouet gant Robert Baden-Powell e 1907.

El lu e vez choazet ar sklêrijenner(ien) e-touez ar soudarded, alies ar re brimañ a-fed fiñv, ar re a oar sellet spis ha tennañ splet eus an arvestoù pe ar re a anavez an dachenn ar gwellañ. Implijet e vez ar ger sklêrijenner evit karbedoù-nij pe bigi ivez.

Ofiserien alaman eus an Heer en ur Sonderkraftfahrzeug 250/3 implijet evel karbed sklêrijenniñ en Okhtyrka (Ukraina) e-kerzh ar Fall Blau en hañv 1942.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]