Mont d’an endalc’had

Skeul Réaumur

Eus Wikipedia
Skeulioù Réaumur ha Celsius war ur gwrezverker

Skeul Réaumur a reer ouzh ur skeul gwrezverk, aroueziet dre °Ré, °Re pe °r, a oa bet ijinet e 1730 gant an amprevanoniour ha fizikour gall René Antoine Ferchault de Réaumur (1683-1757).

Hervez ar skeul-ze ez eo 0 teuzverk an dour (pa dro a skorn da liñvenn pe a liñvenn da skorn) ha 80 bervverk an dour (pa verv, eleze pa dro da c'haz).

Etanol tanavet gant dour a oa e gwrezverker Réaumur, a verke 0° da deuzverk an dour ; pep derez a dalveze kement ha 1/1000 eus endalc'had ar gorzenn hag ar glogorenn, adalek ar strad betek ar merk 0.

Da vennozh ar fizikour e tlee ar c'hementad a zour en alkool bout termenet en doare ma krogfe al liñvenn da virviñ da 80°Ré, da lavaret eo pa 'z eus bet ur c'hresk 8% en he ec'honad. Alkool a voe dibabet gant Réaumur abalamour ma vez hewelusoc'h ar c'hresk ennañ. Div gudenn a savas koulskoude :

  1. bras-bras e oa e venvegoù kentañ, ha dre ma verv an alkool d'ur gwrezverk izel ne dalvezent ket evit an holl vuzuliadennoù ;
  2. liñvennoù liesseurt a veze implijet gant ar farderien gwrezverkerioù, hogen atav e lakaent 80°Ré evit merkañ bervverk an dour, ar pezh a zegase luzierezh er muzulioù evel-just.

Er bloavezhioù 1760, an douarour ha fizikour suis Jean-André Deluc (1727-1817) a studias an holl liñvennoù a veze er gwrezverkoù hag e 1772 e kavas e oa ar bevargant an hini wellañ e pep degouezh rak al linennekañ eo kemm ec'honad ur meskaj Hg gant liñvennoù all.

Displegadenn fizikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kejomp ul liñvenn A gant ul liñvenn B, kevatal o zolz hag anvomp C an disoc'h. Sankomp ur gwrezverker en A da gentañ, e B da eil hag e C da drede. Ur c'hresk a vo bewezh er benveg, a verzer dre uhelder an dourenn er gorzenn : evit gwrezverk A, evit hini B hag evit hini C.

En gortoz e oa J.-A. Deluc ma vefe kevatal da , ar pezh a zo gwir n'eus forzh pe feur a vefe er meskaj A + B.

Dre-se e kavas e oa dre ar bevargant e oa ar muiañ a linennegezh er muzulioù[1].

  • Adalek dibenn ar XVIIvet kantved e voe fardet hogos hepken gwrezverkerioù dre vevargant[2].

Dre Europa a-bezh e voe implijet skeul Réaumur, dreist-holl e Bro-C'hall, en Alamagn hag e RusiaFyodor Dostoyevskiy a skrivas, e frazenn gentañ "Ar vreudeur Karamazov" (Братья Карамазовы, 1880) : Skorn da unnek derez hon eus (У нас стал мороз градусов в одиннадцать)[3], eleze –11°Ré (–14°C). E Stadoù-Unanet Amerika e oa anavet ivez : e pennad 7 e Notes on the State of Virginia (1781), a-zivout an hinad, Thomas Jefferson a droas an derezioù Fahrenheit e derezioù Réaumur[4].

Er bloavezhioù 1790 e troas Bro-C'hall war-du ar c'hentañ skeul Celsius (1742), peogwir e oa un unanenn eus ar reizhiad metrek d'ar mare-se ; lod broioù en Europa avat a gendalc'has gant hini Réaumur betek diwezh an XIXvet kantved[5] ha Rusia ar C'hornôg he miras betek deroù an XXvet kantved. Hiziv c'hoazh e vez arveret ar skeul Réaumur en Italia — gant ur benveg niverel — evit muzuliañ ar gwrezverk ar c'heuz parmeggiano reggiano pa vez fardet[6]

Amdroadur eus un eil skeul da unan all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
adalek Réaumur betek Réaumur
Celsius °Ré ≈ x 5/4 °C °C ≈ x 4/5 °Ré
Fahrenheit °Ré ≈ ( x 9/4 + 32) °F °F ≈ ( - 32) x 4/9 °Ré
Kelvin °Ré ≈ ( x 5/4 + 273,15) K K ≈ (- 273,15) x 4/5 °Ré
Rankine °Ré ≈ ( x 9/4 + 491,67) °R °R ≈ ( - 491,67) x 4/9 °Ré
Kelvin


Celsius


Fahrenheit


Rankine scale


Rømer scale


Newton scale


Delisle scale


Réaumur scale
  1. (en) Chang, Hasok. Inventing Temperature – Measurement and Scientific Progress. Oxford : Oxford University Press, 2007, p. 64 (ISBN 978-0-19-533738-9)
  2. (en) Dingle, Herbert (1952). The Scientific Adventure – Essays in the History & Philosophy of Science. London : Sir Isaac Pitman and Sons, 1952, p. 131 • North Stratford, New Hamphire : Ayer Company Publishers, 1970 (ISBN 978-0-8369-1749-9)
  3. (ru) Dostoyevskiy Fyodor, Братья Карамазовы, Коля Красоткин @ Викитекa/Wikisource(fr) Kolia Krassotkine @ Wikisource
  4. (en) Jefferson, Thomas (1781). Notes on the State of Virginia, Wikisource
  5. (en) Draper, John William. A Textbook on Chemistry. New York : Harper & Brothers, 1861, p. 20. Kavet : 25 Gen 25.
  6. (en) Hard to kill @ The Second Version, 12/07/2007. Kavet : 25 Gen 25.