Sistr Breizh
Ar sistr, pe chistr, zo un un evaj boas hag hengounel e Breizh. Produet e vez gant avaloù sistr gounezet un tamm e pep lec'h e Breizh, nemet e Gwinieg Naoned a zo bro ar gwin. Ul LOG, un AOK hal ul Label ruz zo bet krouet. Ar broduerien a vez kavet stank, e Bro-Gerne hag e Traoñ ar Renk da skouer, disheñvel sistr pep hini avat.
E-touez an avaloù-sistr brudetañ emañ ar Marie-Ménard, avaloù-sistr sukret hag a zeu eus bro Matignon, er reter da vro-Sant-Brieg, hag an avaloù Kermerrien, e Bro-Gerne.
Sistr-per a vez graet ivez, da skouer hini Klegereg graet gant pêr Boreign[1]
Istor ar sistr e Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Testeniekaet e oa produet evajoù goet gant avaloù en Arvorig en VIIIvet kantved.
Sistr-aval a oa an evaj boas e tost Breizh a-bezh en XIXvet hag en XXvet kantved, koulz er maezioù hag er c'hêrioù.
Sistr Bro-Gerne
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roet e oa bet un Anvadur Orin Kontrollet (AOK) da sistr Kerne e 1996.
Sistr Bro-Dreger
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sistr Bro-Dreger
Sistr Traoñ ar Renk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stank eo ar produiñ e Traoñ ar Renk.
Sistr Bro-Gwened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar sistroù Royal Guillevic zo ul label ruz ganto abaoe 2000[2], evit ar broduerien hag an dreuzfurmerien hag a heuilh pizh kaier ar c'hargoù[3].
Ar sistr industriel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aozet e vez sistr gant kalz produerien vihan, met gant embregerezhioù bras ivez. Brudet eo ar merk Loïc Raison, Kerisac eus ar strollad Agrial, Le Brun.
Al lec'h orin gwarezet (LOG)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe ul Lec'h Orin Gwarezet (LOG) "cidre de Bretagne"' pe "cidre breton" e 2000[4]. An takad a zo kaoz ne glot ket tre gant tiriad Breizh avat. Kontañ a ra Sarthe, Mayenne hag ul lodenn eus Maine-ha-Liger e-barzh ; er c'hontrol, Bro-Raez ha Gwinieg Naoned n'emaint ket e-barzh.
Ar beveziñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e vog e voe an evañ sistr etre eil lodenn an XIXvet kantved ha dibenn an Eil Brezel-bed. Ar sistr produet er gêr a veze evet er gêr : un evaj pemdeziek e oa koulz war ar maez hag e kêr, pa oa ral kavout dour mat da evañ.
Tizhout a reas an evañ sistr e bar e Breizh etre eil lodenn an XIXvet kantved ha dibenn an Eil Brezel-bed. Aozet e veze er gêr dreist-holl : evaj pemdeziek ar menajoù hag er c'hêrioù, en diaouer a zour mat da evañ. Bevezet e veze 491 litr dre annezad e Roazhon e 1852[5], war-lerc'h 400 litr dre annezad e Felger e 1905. E Redon eo brasjedet e veze evet ul litr dre zen bep pred, met evet e veze ivez er-maez an daol : etre pemp ha dek litr evit un arer eus Kastellbriant o labourat er parkoù.
En XXvet kantved e kemeras ar gwin plas ar sistr evel boeson pemdeziek. E 2023 ne veze evet nemet 1,23 litr dre zen gour bep bloaz[6].
| Beveziñ sistr e miliadoù a hektolitroù | Beveziñ gwin e miliadoù a hektolitroù | |||
|---|---|---|---|---|
| Departamant | 1950–51 | 1961–62 | 1950–51 | 1961–62 |
| Aodoù-an-Hanternoz | 419 | 166 | 205 | 469 |
| Penn-ar-Bed | 155 | 39 | 654 | 894 |
| Il-ha-Gwilen | 480 | 196 | 193 | 454 |
| Liger-Izelañ/Liger-Atlantel | 141 | 39 | 686 | 913 |
| Mor-Bihan | 408 | 219 | 115 | 401 |
Implijoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant chistr Breizh e vez strilhet lambig. An avaleg a zo un died alkoolek all, graet gant lambig ha chistr mesket. An daou anezho a zo diedoù alkoolek kreñvoc'h.
An alkol avaloù en deus servijet ivez en industriezh ur mare zo bet : implijet e veze da sec'hiñ ar poultr du. Reiñ a rae fred da industriezh ar sistr e Breizh, betek an Eil Brezel-bed.
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Son ar chistr zo ur ganaouenn brudet-kenañ savet e Gwiskri e 1929. Berzh bras he deus graet kement hag he deus graet tro ar bed, azasaet ha troet e meur a yezh.
Embannet e voe un dastumad kontoù gant Marc Gléonec dindan an titl "Contes et histoires du pays du cidre", ar Forest-Fouenant, embanner Macgleo, 2012 (BNF:42791495).
Sistr en Élysée
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1993 e krogas ar sistrer Éric Baron da aozañ ur sistr bio e Domani Kervegen, e Gwimaeg (Bro-Dreger). E 1997 e voe dibabet ar pelestrad « Carpe Diem Prestige » evit pourveziñ palez an Élysée, ti prezidant ar Republik C'hall[7].
Levlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yann-Ber Kemener, Avaloù ha sistr Breizh, Skol Vreizh, 2005, 84 p. (ISBN 2-915623-12-0, ISSN 0755-8848).
- Les Mordus de la pomme, Le cidre et ses pommes en Bretagne, Kever, Les Mordus de la pomme, Ekomirdi bro-Roazhon, Mirdi an Aval hag ar Sistr, 2000, 31 p. (BNF 37676015)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bretagne : cette commune est la capitable du chistr per (cidre de poire) gant Pontivy Journal, 25 a viz Gouere 2025, gwelet d'an 8 a viz eurzh 2026.
- ↑ Arrêté du 25 août 2010 portant homologation d'un cahier des charges de label rouge Cidre de variété Guillevic e www.legifrance.gouv.fr, 25/08/2010
- ↑ Cahier des charges Cidre Guillevic, 15/10/2010
- ↑ Sistr Breizh pe Sistr breizhat war lec'hienn Ensavadur broadel an orin hag ar galite e inao.gouv.fr, 03/11/2024
- ↑ Yann-Ber Kemener, p. 8.
- ↑ La Bretagne, première région productrice de cidre en France… mais l’on en boit de moins en moins, pennad-skrid gant Olivier MÉLENNEC, Ouest-France, 07/09/2024.
- ↑ Fête. Les 20 ans du cidre de l'Élysée e letelegramme.fr, 26 a viz Here 2013.