Sindrom Gilles de la Tourette
Iskevrennad eus | tic disorder, genetic disease, genetic movement disorder, kleñved ![]() |
---|---|
Anvet diwar | Georges Gilles de la Tourette ![]() |
Dibarder mezegel | neurologiezh ![]() |
Symptoms and signs | tic ![]() |
Genetic association | PHEX, IMMP2L, SLITRK1 ![]() |
Risk factor | butuniñ ![]() |
Has phenotype | tic ![]() |
ICD-9-CM | 307.23 ![]() |
ICPC 2 ID | P10 ![]() |
ID en Thesaurus NCI | C35078 ![]() |
Sindrom Gilles de la Tourette, pe azoniad Gilles de la Tourette, anvet ivez SGT, zo ur strafuilh neurologel hêrezhel. Peurvuiañ e krog an SGT er vugaleaj, ha ne cheñch ket ar sindrom ar spi bevañ. Roet eo bet an anv se en enor da Georges Gilles de La Tourette, un neurologour gall, a oa bet an hini kentañ o kavout ar sindrom e 1885.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klask a ra an enklaskoù kompren gwelloc’h peseurt direizhderioù a zo orin tikoù ar SGT, ha dreist-holl evit a sell ouzh ar molekulennoù, evit gouzout gwelloc’h peseurt louzoù a c’hell pareañ ar c’hleñved.
War a seblant e teu azoniad Gilles de la Tourette eus hiperoberiantiz takadoù empenn zo hag a brodu un neurotreuskaser : an dopamin. Labourat a ra ar molekulenn-se dreist-holl e rouedadoù neuronel hag a gontroll al lusk hag emzalc'hioù zo. An neurotreuzkaserien evel an dopamin pe ar serotonin o deus ur roll pouezus-kenañ evit reizhañ ar fiñvadennoù hag an emzalc’h.
An tikoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez daou rummad tik abalamour d'an SGT.
Tikoù loc’hañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An tikoù loc’hañ simpl a zo anavezet gant ar fiñvoù diratozh : blinkadenn an daoulagad, hejadeg ar skoazioù, reudadeg ar beg, hejadenn ar penn…An tikoù-se a vez graet gant ur gigenn hepken pe gant ur strollad bihan kigennoù.
- An tikoù loc’hañ luziet a zo daveetoc’h ha luzietoc’h ha n’int ket azasaet gant ar c’henarroud (skeiñ, c’hwezhañ, adober oberennoù bet graet gant tud all, ober jestroù groñs…).
Tikoù dasonus
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Erruiñ a ra an tikoù dasonus un neubeud mizioù goude an tikoù loc’hañ. Gallout a reont ivez bezañ simpl pe luziet.
- An tikoù dasonus simpl a zo peurvuiañ trouzioù graet gant ar fri pe ar beg : ruflerezh, hoc’hadenn, rasklerezh ar gorzhailhenn, huchadennoù, c’hoarzhoù diratoz pe flipadenn gant an teod da skouer.
- An tikoù dasonus luziet o deus ur ster. Gallout a ra bezañ adlavaret gerioù pe silabennoù lavaret gant an den tapet gant an SGT pe gant un den all, pe c’hoazh lavaret gerioù groñs. An darvoud-mañ a zo ral-tre, kavet vez e nebeutoc’h evit 20% eus an darvoudoù.

Tikoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gallout a ra an SGT kaout tikoù all :
- Diaezamantoù evit sipañ ar spered ;
- Kudennoù kousket ;
- Dreistkizidigezh ;
- Oberoù dic'hortoz a c'hallfe bezañ dañjerus ;
- Emzalc'hioù atizer ( provovateur) ;
- Diaes chom sioul.