Silvio Rodríguez

Silvio Rodríguez (ganet d'an 29 a viz Du 1946 e San Antonio de los Baños (Kuba), a zo ur c'haner, barzh, sonaozour ha gitarour kuban[1].
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet eo bet e San Antonio de los Baños (Kuba) d'an 29 a viz Du 1946. A-vihanik eo bet dedennet gant ar sonerezh, al lennegezh hag ar varzhoniezh. Trizek vloaz e oa pa voe trec'h emsav dispac'hour Fidel Castro war renad Fulgencio Batista, ha levezonet e o bet e holl vuhez gant an darvoudoù hag ar c'hemmoù a zo c'hoarvezet e Kuba a-hed ar bloavezhioù. Engouestlet eo bet da vat e buhez, politikerezh ha sevenadur e vro. Da skouer, etre 1993 ha 2008 eo bet kannad e Kambr Broadel Galloud ar Bobl e Kuba (Asamblea Nacional del Poder Popular de Cuba). A-hed ouzhpenn 40 bloavezh war ar vicher kanaozer ha kaner en deus savet d'an nebeutañ 560 a ganaouennoù, embannet un ugent pladenn bennak, ha kaset kantadoù a sonadegoù da benn. Brudet-meurbet eo deuet da vezañ en Amerika ar Su hag e Spagn, ha sellet e vez outañ evel unan eus ar ganerien vrudetañ war dachenn ar c'hanerezh kastilhanek hag evel ur c'haner-arouez eus an tu kleiz. Ober a ra "trovador" anezhañ e-unan , da lavaret eo "barzh", ha bez eo bet unan eus krouerien al luskad Nueva trova, asambles gant Pablo Milanés, Noel Nicola ha Vicente Feliú.
Meur a bladenn bet savet gantañ a zo bet bras o brud hag o levezon, pergen Días y flores (1975), Al final de este viaje (1978), Mujeres (1978), Rabo de nube (1980) hag Unicornio (1982) [2]. Berzet e oa bet ar bladenn Días y flores e Spagn da vare bloavezh diwezhañ renad Francisco Franco hag e Chile dindan renad Augusto Pinochet.
E ganaouennoù brudetañ eo Ojalá, Playa Girón, Rabo de nube, Sueño con Serpientes, Unicornio, ha Vamos a andar. Ar ganaouenn hollvrudet Rabo de nube a zo bet kempennet ha kanet pe sonet gant sonerien jazz evel Carla Bley, Charlie Haden pe Charles Lloyd, ha gant kanerien ha sonerien pop evel Joaquín Sabina ha The Pretenders.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1975 – Días y Flores
- 1978 – Al Final de Este Viaje
- 1979 – Mujeres
- 1979 – Rabo de Nube
- 1982 – Unicornio
- 1984 – Tríptico
- 1992 – Silvio
- 1996 – Domínguez
- 1998 – Descartes
- 1999 – Mariposas
- 2002 – Expedición
- 2003 – Cita con Ángeles
- 2006 – Érase Que Se Era
- 2010 – Segunda Cita
- 2015 – Amoríos
- 2020 - Para la espera
- 2024 - Quería saber
Oberennoù troet e brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Al Liamm, niverenn 394, mizioù Gwengolo-Here 2012, teir barzhoneg troet gant Iwan Couée :
- "Playa C'hiron"
- "An devezh laouen a zo o tont"
- "Dibenn ar goumoulenn"
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar ganaouenn Ojalá