Sigerig
Sigerig, pe Sigerico e spagnoleg, a oa roue ar Vizigoted e-pad ur sizhun e 415, goude drouklazhet Ataulf, a-raok bout drouklazhet d'e dro.
Drouklazhet e oa bet ar roue Ataulf gant ul lazher e servij ar jeneral Sarus. Hennezh, a oa breur da Sigerig, hag a oa bet kaset ivez un den d'e lazhañ gant Ataulf. Bec'h a savas neuze entre Sigerig ha Walia, breur da Ataulf, da c'houzout piv a vije lakaet da roue. Ha Sigerig an hini a voe trec'h, hogen ur pennadig amzer hepken.
Diskouez splann a reas diouzhtu petra a oa en e benn pa lakaas lazhañ c'hwec'h bugel da Ataulf, kement ha kas ar ouenn da get, ha pa zismegañsas Galla Placidia, intañvez Ataulf ha c'hoar d'an impalaer roman Honorius, ouzh he lakaat gant prizonidi all da gerzhout dirak e varc'h betek daouzek miltir eus kêr. Kement-se a zisplijas kaer da harperien Walia, hag int da lazhañ Sigerig da seizhvet deiz e ren .
En e raok : Ataulf |
Roue ar Vizigoted Sigerig 415-415 |
War e lerc'h : Walia |
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Renée Mussot-Goulard, Les Goths, Atlantica, Biarritz, 1999.