Sifaks
Sifaks pe Syphax ( 150 - 202 kent JK) (e tifinagh: ⵙⵢⴼⴰⴽⵙ) a oa roue Numidia ar c'hornôg, ha Siga e gêrbenn (hiziv Aïn Témouchent en Aljeria), eus 213 betek 202 kent JK.
E-pad an eil brezel punek ez eas a-du gant ar Romaned da gentañ, a-enep Gaia, roue Numidia ar reter, hag e vab Massinissa, o doa graet emglev gant Kartada.
Pa varvas Gaia e aloubas e vro hag e timezas gant Sofonisba, merc'h Hasdrubal Gisco, jeneral armeoù Kartada, ha treiñ a reas Massinissa a-du gant Roma.
Trec'het e voe Sifaks ha prizoniet en 203 kent JK gant ar jeneral Gaius Laelius, gant skoazell Massinissa, e-tal Cirta (hiziv Constantine). Kaset e voe da Roma gant ar jeneral roman Scipio, ha mervel a reas eno en 202 pe 203 kent JK.
E vab Vermina a gemeras war e lerc'h, diwezhañ roue ar massaesyles a-raok unvanidigezh Numidia gant Massinissa.
C'hoariganoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz a c'hoariganoù italianek zo bet savet diwar-benn Sifaks, hag un toullad anezhe zo bet graet diwar skrid Pietro Metastasio, gant tonioù disheñvel.
- Siface di Numidia, reuzc'hoari kanet, ar skrid gant Pietro Metastasio, an tonioù gant Francesco Feo, c'hoariet evit ar wech kentañ e Napoli, Teatro San Bartolomeo, 13 a viz Mae 1723) [Ne vije ar skrid nemet ur c'hempenn da La Forza della virtù gant Domenico David ]
- Siface, sonerezh gant Nicola Porpora (I rappresentazione Venezia Teatro S Giovanni Grisostomo 26 a viz Kerzu 1725)
- Siface, sonerezh gant Nicola Porpora, intermezzi gant Michele de Falco (Roma, Teatro Capranica, 7 a viz C'hwevrer 1730).
C'hoariganoù arall zo:
- Siface (pe La Sofonisba), skrid gant Francesco Silvani, sonerezh gant Christoph Willibald Gluck (kentañ c'hoariet e Milano en Teatro Ducale, d'an 13 a viz Genver 1744)
- Siface e Sofonisba, dramma per musica da cantarsi nella Real Villa di Queluz per celebrare il felicissimo giorno natalizio di S.M. fedelissima l'augusto D. Pietro III. rè di Portogallo, libretto di Gaetano Martinelli, musica di António Leal Moreira (Lisbona 5 luglio 1783)
Anv-badez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Siface eo an anv en italianeg, un anv-badez eo deuet da vezañ, brudet dre an opera hag al lennegezh, gwelout ar pennad Sofonisba.