Sidonia von Borcke

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Sidonia von Borcke, en yaouank hag en kozh. Poltred e 1610.

Sidonia von Borcke (1548–1620 en Stettin, a zo Szczecin hiziv), pe Sidonie von Bork, pe Borke pe Borken, a oa un itron a ouenn uhel eus Pomerania barnet d'ar marv dre ma vije bet sorserez. Er mojennoù diwar he fenn eo ur femme fatale.

Ganet e oa e 1548 en un tiegezh uhel ha pinvidik. Merc'h e oa da Otto von Borcke zu Stramehl-Regenwalde, a varvas e 1551, ha da Anna von Schwiechelt, marvet e 1568.

Ur vuhez "distabil" he doe, ha goude marv he c'hoar e 1600, e tremenas fin he buhez (adal 1604) en un ensavadur evit dimezelled luterian eus an noblañs, er pezh a oa bet Abati Marienfließ (Marianowo), hag a oa deuet da vezañ abaoe 1569, goude an Adkempenn Protestant, ur gouent evit maouezed dizimez a ouenn uhel. A-raok he devoa bet prosez ouzh he breur, Ulrich, ha Johan Friedrich, Dug Pomerania (1542-1600), ha betek lez-varn an impalaer e Vienna.

E Marienfließ e savas bec'h etre Sidonia von Borcken hag ar maouezed yaouankoc'h a veve ganti, hag ivez gant ar mitizhien ha renerezed. Torret e oa bet eus he c'harg a "Unterpriorin" (ispriolez) gant ar briolez Magdalena von Petersdorff en 1606, ma reas galv dirak Bogislaw XIII, Dug Pomerania, a gasas ur bodad kuzulierien, renet gant Joachim von Wedel, da enklask er gouent.

Buan e savas bec'h etre ar bodad-se ha Sidonia von Borcken, ha von Wedel a gomzas gant renerez Marienfließ , Johannes von Hechthausen, da glask an tu da "gaout an dizober eus ar sarpantez binimus-se". Echuiñ a reas an tabut gant marv Bogislaw XIII en 1606, ha marvioù von Petersdorff, von Wedel ha von Hechthausen e 1609.

Daou vloaz goude e savas Sidonia von Borcke klemm a-enep ar briolez nevez, Agnes von Kleist, dirak an dug nevez Philip II. Ha Philip d'ober evel e ziagentad, sevel ur bodad-enklask da studiañ ar c'hlemm ha da lakaat Jost von Borcke, kar da Sidonia, er penn anezhañ. Hennezh avat en doa bet damant hag a oa bet koll e prosezioù kent, graet gant Sidonia.

Prosez ha marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Gouhere 1619 e savas bec'h etre Sidonia von Borcke hag an Unterpriorin (ispriolez) Dorothea von Stettin e-pad un oferenn, ha harzet e voent o-div. Dorothea von Stettin a damallas da Sidonia von Borcke bezañ sorserez, war zigarez m'he devije rediet factotum Marienfließ, Wolde Albrechts[1] , da atersiñ an diaoul diwar-benn he flanedenn. Wolde Albrechts a c'houneze he buhez o lenn planedennoù an dud hag o c'houlenn an aluzen goude m'he devoa kollet he c'harg e Marienfließ en abeg da varv von Hechthausen. A zo gwashoc'h, bet e oa o veajiñ gant jipsianed en he yaouankiz, bet he doa darempredoù gant un toullad gwazed, ur bugel he devoa, ha chomet plac'h yaouank. Dorothea von Stettin a reas da Anna von Apenburg, a ranne ur gambr gant Sidonia en abati Marienfließ, mont a-du ganti.

Hervez al lezenn neuze, anvet Constitutio Criminalis Carolina, e oa trawalc'h gant daou dest evit kas Sidonia von Borcke ha Wolde Albrechts dirak ul lez-varn ha kondaoniñ anezho. Anna von Apenburg avat a dennas he zesteni pa voe goulennet outi e reiñ goude touiñ.

E Stettin e voe ar prosezioù. Dihelloù e-leizh zo anezho, ur mil pajennad bennak zo e dihellva Greifswald (Rep 40 II Nr.37 Bd.I-III).. En un doare dic'hortoz e oa marvet meur a hini eus Duged Pomerania. Dre ma oa stank an treuzkredennoù er vro ne oa ket bet pell an dud o tamall ar marvioù-se da zrougoberoù ha sorserezh Sidonia von Borcken,[2][3][4] gwashaet e voe ar gredenn c'hoazh pa voe gwelet gouenn tierniezh Pomerania o vont da get e 1637.[5]

Prosez Wolde Albrechts, harzet d'an 28 a viz Gouhere 1619 a c'hoarvezas a-raok hini Sidonia von Borcken. D'an 18 a viz Eost e voe tamallet dezhi maleficium ha Teufelsbuhlschaft, da lavarout eo embarañ gant an diaoul.

D'an 2 a viz Gwengolo e voe aotreet, gant lez Magdeburg , goulennata goude garwaskañ. D'ar 7 a viz Gwengolo ec'h anzavas Wolde Albrechts he zorfedoù goude bout garwasket, ha tamall a reas Sidonia von Borcke ha div vaouez all da vezañ bet sorserezed.[6] Anzav a reas adarre dirak Sidonia von Borcke el lez-varn d'an 1 a viz Here, ha devet e voe d'an 9 a viz Here. He c'hofesadenn a vooe kemeret da ziazez da zigeriñ prosez Sidonia von Borcke d'an 1 a viz Here. Bepred e oa dalc'het e Marienfließ, ha klask a reas tec'hel ur wech, en em lazhañ ur wech all, ha tro-wenn a reas bep taol.[7]

D'an 18 a viz Du 1619 e voe kaset Sidonia von Borcke d'un toull-bac'h da gêr Stettin. E miz Kerzu e voe embannet 72 tamall enep dezhi.[8] Sed ar re bouezusañ:

  • muntr he niz, Otto von Borcke
  • muntr ar beleg David Lüdecke
  • muntr an dug Philip II Pomerania-Stettin (marvet e 1618)
  • muntr Magdalena von Petersdorff, priolez Marienfließ
  • muntr Matthias Winterfeld, porhier e Marienfließ
  • muntr Konsistorialrat, an Doktor Heinrich Schwalenberg
  • seizadur Katharina Hanow, itron eus Marienfließ
  • mont da gaout ul lennerez-planedennoùs
  • lenn an dazont ha darvoudoù pell
  • darempredoù reizhel gant an diaoul, who allegedly materialized in pets such as von Borcke's cat Chim.[9]
  • magical practices like praying the "Judas psalm" and crossing brooms under the kitchen's table.

E miz Genver e voe goulennataet un hanter-kant a dud hagun difenner a voe roet da Sidonia von Borcke, Elias Pauli e anv. N'ouzer ket peseurt deiz resis e varvas.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Sidonia von Bork" by Edward Burne-Jones, 1860 (Tate Gallery London)

Goude marv Sidonia von Borcke e teuas ar vaouez da vezañ ur vojenn. Liammet e voe hec'h anv gwashoc'h c'hoazh ouzh marv Tiegezh Pomerania e kronikoù ar XVIIvet kantved, ha lakaet da femme fatale. Diwar he fenn e voe savet meur a obezrenn a faltazi, ken en saozneg ken en alamaneg.[5] Breur-kaer Johann Wolfgang von Goethe, Christian August Vulpius a voe embannet gantañ Sidonia von Borke en 1812 e-barzh ar Pantheon berühmter und merkwürdiger Frauen ("Panteon ar maouezi brudet ha heverk").[10]

Oberourien arall o deus savet romantoù diwar buhez Sidonia von Borcke. En o zouez Albert Emil Brachvogel (1824-1878) ha Paul Jaromar Wendt (1840-1919).[5] Ar romantour alamanek Theodor Fontane (1819-1898)[5] a oa o sevel ur romant anvet Sidonie von Borcke, abaoe 1879. Ne echuas ket an oberenn avat, ha ne voe embannet an darnoù nemet e 1966.[11]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Branig (1997), p.172
  2. Riedl (2004), p.136
  3. Inachim (2008), p.65
  4. Hildisch (1980), p.69
  5. 5,0 5,1 5,2 ha5,3 Riedl (2004), p.137
  6. Riedl (2004), p.146
  7. Riedl (2004), p.148
  8. Riedl (2004), p.149
  9. Riedl (2004), p.149
  10. Vulpius (1812)
  11. Nürnberger (1996), p. 705.