Mont d’an endalc’had

Sicherheitspolizei

Eus Wikipedia
Sicherheitspolizei
aozadur, polis
Deiziad krouiñ26 Mezheven 1936 Kemmañ
Anv ofisielSicherheitspolizei, Sipo-SD Kemmañ
Anv er yezh orinSicherheitspolizei Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
AotrouniezhSchutzstaffel Kemmañ
A dalv evit tiriadAlamagn, Trede Reich, Europa dindan dalc'h Alamagn Kemmañ
Aozadur mammSchutzstaffel, Reichssicherheitshauptamt Kemmañ
Sez sokialBerlin Kemmañ
Bet erlec'hiet gantReichssicherheitshauptamt Kemmañ
Erlec'hiañ a raKriminalpolizei Kemmañ
Deiziad divodañ22 Gwengolo 1939 Kemmañ

Ar Sicherheitspolizei berraet alies e SiPo, a oa un droienn alaman evit ober anv eus "polis surentez". E-kerzh marevezh an nazied, e oa kaoz eus hollad an ajañsoù surentez politikel stad hag enklask torfederezh. Savet e oa gant un nerzh kevredet eus ar Gestapo (polis stad kuzh) hag eus ar Kriminalpolizei (polis torfedel; Kripo) etre 1936 ha 1939. Evel ajañs, ar SiPo a oa bet lakaet suj d'an Ofis kreiz surentez ar Reich (RSHA) e 1939, met kendalc'het e oa bet da implij an droienn betek fin an Aerva Europa an Eil brezel-bed.

An droienn a oa ganet e miz Eost 1919 pa oa bet ar Reichswehr o sevel ar Sicherheitswehr evel nerzh polis milourel da vezañ implijet pa oa harzoù-labour pe kabaduilh. Dre ma oa bevennet an niver a soudarded aotreet, e oa bet kememt an anv en Sicherheitspolizei evit ma ne vije ket kontet en hollad soudarded. Gwisket e oant gant unwiskoù gwer, ha dre-se e oant lesanvet a-wechoù ar "polis gwer". En gwirionez e chome un aozadur soudarded, o klask izili nevez dreist-holl e re ar Freikorps, an ofiserien hag is ofisirien a oa reoù bet e tirlu an Impalaeriezh Alaman.

Marevezh nazi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Banniell penn uhel ar SiPo
Ofiserien eus ar SiPo e Varsovia dindan dalc'h

Pa oa erruet an nazied er galloud e 1933, Alamagn, evel stad kevredadel, en doa kalz nerzhioù polis lec'hel ha kreizennet, hag alies ne oant ket liammet kenetreze ha gant barnerezhioù gant lodennoù kemmesket. Heinrich Himmler ha Reinhard Heydrich o devoa savet ur steuñv evit pakañ an holl nerzhioù polis ha surentez dindan un aozadur nemetken ar Schutzstaffel (SS). Evit dont a-benn d'en ober, Himmler en doa kemeret penn ar Gestapo (savet a-ziwar Polis Kuzh Prussia). Goude-se d'ar 17 a viz Even 1936, an holl nerzhioù polis eus Alamagn a voe unvanet, goude ma vije bet lakaet gant Adolf Hitler Himmler evel Chef der Deutschen Polizei (Penn ar polis alaman). Dre-se e oa sañset bezañ suj da ministr an dibarzh Wilhelm Frick, met en gwirionez Himmler na oa suj da Hitler nemetken.