Mont d’an endalc’had

Shrook Wafa

Eus Wikipedia

Shrook Wafa, ganet d'an 13 a viz Mae 1997[1], zo ur c'hoarierez echedoù egiptat.

Mestrez-veur (WIM) abaoe 2013 eo[2].

He c'hoar Shahenda Wafa a zo Mestrez-veur (WIM) ivez.

2 203 edo he renk Elo e miz Even 2025, an hini uhelañ bet tizhet ganti betek-hen. Kampionez Afrikan ar Maouezi e voe e 2013 e Tuniz[3], e 2014 e Windhoek (Namibia), e 2016, e 2019 hag e 2025[4]. Kemer a reas perzh e Kampionad bedel ar Maouezi e 2015 e Sotchi (Rusia), koll a reas er rondenn gentañ a-enep da Ju Wenjun. Er C'hoarioù Afrikan e 2019 e tapas meur a vedalenn aour: e c'hoari fonnapl hiniennel, e "blitz" hiniennel hag e c'hoari fonnapl kemmesk dre skipailh.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]