Mont d’an endalc’had

Shrapnel

Eus Wikipedia
Un obuz shrapnel breizhveurat evit ur c'hanol QF 18-pounder implijet e hanterenn gentañ an XXvet kantved. Ar bannadelloù (a-gleiz) zo ensoc'het e penn an obuz, e-barzh rousin.

Ar schrapnel, skrivet a-wechoù en un doare siek, pe alamanek, schrapnell, zo un doare obuz ennañ degadoù pe kantadoù a vannadelloù bihan hag a vez bannet en aer da vare tarzhadenn penn ar munision. Dre astenn-ster e vez implijet ar ger evit envel ar bannadelloù o-unan, pe tammoù penn ur munision uhel e galibr bannet en aer dre vras.

Ur Min-S enepden alaman en ur mirdi e Helsinki.

Ijinet e voe an obuz shrapnel adalek 1784 gant Henry Shrapnel, ul letanant eus ar Royal Artillery, kanolierezh ar British Army. E bal e oa sevel un arm enepden efedusoc'h evit ar boestoù-mindrailh tennet neuze, a groge da zasparzhañ o bannadelloù diouzhtu goude bezañ aet er-maez eus ar c'hanol. Sevel a reas un obuz a c'halle daleañ dasparzh ar bannadelloù-mañ betek tarzhadenn ar munision war e sibl. Implijet e voe ar shrapnel adalek 1803 gant ar British Army. Efedus ha marvus-tre e tiskouezas bezañ a-enep ar C'hallaoued da vare brezelioù Napoleon. En e bar e voe implij ar shrapnel da vare ar Brezel-bed Kentañ, a-raok digreskiñ tamm-ha-tamm en XXvet kantved.

Minoù enepden doare shrapnel a voe savet ivez, en o zouez ar Min-S (Schrapnellmine) alaman ijinet er bloavezhioù 1930 hag implijet kenañ en Eil Brezel-bed.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan