Showbox

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

SHOWBOX Co., Ltd. (hangeul: (주)쇼박스) zo unan eus embregerezhioù galloudusañ embann filmoù eus Korea ar Su. Savet e oa bet e 1996. Showbox a zo skourr postañ arc'hant, produiñ hag embann Mediaplex, Inc., ur rann eus an Orion Group. Kevezerien bennañ Showbox eo CJ Entertainment, Lotte Entertainment, ha Next Entertainment World (NEW). En desped m'eo berr e istor ez eo pignet buan Showbox betek kaout 6 diwar 10 film o kaout an niver uhelañ a arvesterien e Korea. Ar film en deus graet ar muiañ a berzh a oa bet embannet e 2012, The Thieves. Abaoe e kendalc'h an embregerezh da embann filmoù ha d'ober berzh bras ganto.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Even 1996: Savet eo Media Flex Co., Ltd. arbennikaet war ar sinema.
  • Du 1999: Savet eo Megabox evit tizhout marc'had ar salioù sinema
  • Genver 2002: Savet ShowBox evit embann filmoù ha postañ arc'hant er sinema
  • Kerzu 2002: Embann Sex Is Zero a teu da vezañ ar pemvet film arvestet ar muiañ e 2002; 4 milion tiked gwerzhet
  • C'hwevrer 2004: Taegukgi a zo embannet tizhout a ra ar rekord a 11,74 milion tiked gwerzhet.
  • Eost 2005: Embannet Welcome to Dongmakgol deuet da vezañ (er mare-se) ar pevare film korean a fed arc'hant rastellet eus istor ar vro; gwerzhet e oa bet 8 milion tiked.
  • Gouhere 2006: The Host a vez embannet, ur rekord nevez evit Showbox (er mare-se) o vezañ ar film o rastellaña r muiañ a arc'hant en istor ar vro. 13 milion tiked a oa ebt gwerzhet

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]