Shahid Khaqan Abbasi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Shahid Khaqan Abbasi e 2017.

Shahid Khaqan Abbasi (ourdou: شاہد خاقان عباسی‎), ganet d'ar 27 a viz Kerzu 1958, zo ur politikour eus Pakistan. Kentañ ministr ar vro ez eo abaoe ar 1añ a viz Eost 2017. Ezel eo eus ar strollad a zo e penn ar vro, Kevre Muzulman Pakistan (N). Ezel e oa bet eus ar Parlamant broadel abaoe 2008, a-raok e oa bet er parlamant etre 1988 ha 1999.

Kemeret en deus lec'h Nawaz Sharif, eus ar memes strollad, evel kentañ ministr goude ma vefe bet digadoriet hennezh, trapet en aferioù arc'hant breinet.

Un den mirour muzulman eo.