Mont d’an endalc’had

Shahenda Wafa

Eus Wikipedia

Shahenda Wafa, ganet d'ar 15 a viz Gouhere 1998[1], zo ur c'hoarierez echedoù egiptat.

Mestrez-veur (WIM) abaoe 2017 eo[2]. Mestrez FIDE e oa dija abaoe 2011 ha Mestrez Etrebroadel abaoe 2013.

He c'hoar Shrook Wafa a zo Mestrez-veur (WIM) ivez.

2 093 edo he renk Elo e miz Gouhere 2025, an hini kreñvañ o vout 2 175 e 2019[3]. Teir gwezh e voe trec’h e Kampionad Afrikan ar Maouezi, e 2017, e 2018 hag e 2022[4]. Kampionez 2014 (rummad e-dan 16 vloaz) e Kampionad Arab ar Merc'hed hag e Kampionad Afrikan ar Merc'hed[5],[6]. Rampo e voe gant Sabrina Latreche er blasenn gentañ e Kampionad Arab ar Maouezi e 2014 [7]. E 2015 e voe trec'h e Kampionad Afrikan ar Re Yaouank hag e Kampionad Afrikan (Merc'hed, rummad "Junior")[8],[9]. Trec’h e voe e 2017 e Wahrān (Aljeria)[10] hag e 2018 e Livingstone (Zambia)[11] e Kampionad Afrikan ar Maouezi. Shahenda Wafa a c'hoarias evit he bro en Olimpiadoù ar Maouezi[12] e :

  • 2012, ouzh ar bedervet tablezenn en 40vet Olimpiad en Istanbul (+3, =2, -4),
  • 2014, ouzh ar bedervet tablezenn er 41 Olimpiad en Tromsø (+4, =0, -4),
  • 2016, ouzh ar bedervet tablezenn en 42vet Olimpiad e Bakou (+2, =4, -2)[13],
  • 2018, ouzh an deirvet tablezenn en 43vet Olimpiad e Batumi (+6, =1, -3)[14].

Wafa a c'hoarias evit he bro e Kampionad bedel ar Maouezi dre skipailh[15] e 2015, ouzh an eilvet tablezenn e Chengdu (+1, =0, -8). Perzhegañ a reas evit Kib bedel ar Maouezi 2023, koll a reas 1.5 — 0.5 a-enep da Mai Narva er rondenn gentañ[16].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]