Seziz Siracusa (415-413 kent JK)
Seziz Siracusa a c'hoarvezas e Sikilia er goañvezh etre 415 ha 414 kent JK, e-pad brezel Peloponnesos, pa deuas ur morlu eus kêr Aten da ober brezel da Siracusa.
A-raok ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Siracusa a oa kreñvañ stad Sikilia en amzer-se, hag etre daouarn an Dorianed, evel Sparta e Gres. D'ar c'hêrioù all, bihanoc'h, ne oa nemet Aten, a oa Ionian, a c'halle enebiñ ouzh nerzh Siracusa. Da Aten e c'halle Siracusa bezañ un dañjer ma sikoure Sparta er brezel kroget e -431, brezel Pelopponesos, etre Aten ha Sparta.
En -415, e Sikilia, e voe taget kêr Segesta, a oa d'an Elimed, gant Selinonte, a oa harpet gant Siracusa. Ha setu Segesta da vont da c'houlenn skoazell digant Aten. Kaset kannaded di. Hag ar gannaded da zisplegañ n'eo ket mat da Aten leuskel Dorianed Siracusa da ren war gêrioù Sikilia, rak ober a rafent emglev gant re Peloponnesos ha lakaat Aten en arvar. Ha dre ma oa pinvidik Segesta, hag evit levezoniñ o selaouerien, e kinnigent paeañ koust ar skoazell hag ar brezel.
Div gostezenn zo en Aten: hini ar peoc'h, en-dro d'an den kozh Nikias, ha hini ar brezel, renet gant Alkibiades hag ar yaouankizoù. Hennezh a oa diskibl da Sokrates, hag a oa enep ar brezel. Komz a ra eus pinvidigezhioù da breizhañ du-hont er c'hornôg. Savet ar C'huzul a-du gantañ, votet kas 60 lestr da Sikilia hag Alkibiades e-unan e penn ar morlu, gant Nikias ha Lamachos.
Ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]O vont da goll ar brezel e oa Siracusa pa voe saveteet gant donedigezh ur jeneral eus Sparta, Gylippus, a aozas an difenn. Ne deuas ket a-benn arme Aten da gemer Siracusa, mont a reas da breizhata war ar maez, met distrujet e voe eno.
Heuliad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bras e voe pouez ar faezhadenn en Aten. Daou c'hant lestr ha miliadoù a soudarded a voe kollet en un taol. Kalonekaet e voe enebourien ar geoded, betek e Persia. Emsavadegoù a voe. Kenderc'hel ar brezel a reas Aten e Gres avat, e-pad dek vloaz, a-raok dilezel an armoù.