Seziz Oxford
| Rann eus | First English Civil War |
|---|---|
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| Lec'h | Oxford |
| Daveennoù douaroniel | 51°45′0″N 1°15′36″W, 51°45′7″N 1°15′28″W |
| Deiziad kregiñ | Mae 1644 |
| Deiziad echuiñ | Mezheven 1646 |
| Perzhiad | Roundhead, Cavalier |

Seziz Oxford a zo ul lodenn eus kampagnoù brezel diabarzh Bro-Saoz lec'h ma oa bet lakaet seziz war kêr Oxford suj d'ar Roueelourien. Teir gwech e oa bet stourmoù berr war ul lajad amzer 25 miz. Echuet e oa gant un trec'h gant ar Barlamantourien e miz Even 1646.
Ar c'hentañ emgann a oa bet e Mae 1644, lec'h ma oa bet o tec'hout ar Roue Charlez Iañ, ar pezh a oa bet o tennañ ar riskl a seziz war kêr. An eil stourmadenn a oa bet e Mae 1645, ha just kroget e oa pa oa bet Sir Thomas Fairfax o reiñ urzhioù da baouez gant an emgann ha da vont war glask ar roue e Naseby. Ar seziz diwezhañ a oa kroget e Mae 1646 hag ar wech-mañ e oa ur gwir seziz hag a oa padet daou viz; met oc'h echuout e oa ar brezel ha kroget e oa dija ar marc'hata, setu perak e oa ur seziz sioul-tre. O tiwall rak degas distrujoù d'ar gêr, Fairfax a oa bet betek degas boued da eil mab ar roue, Jakez II, ha laouen e oa bet oc'h echuiñ ar seziz gant un emglev a enor a-raok bezañ rediet da dagañ kêr da vat.