Seziz Jadotville

Eus Wikipedia
Seziz Jadotville
Tamm eus emgannoù Katanga
Maread 13- 17 a viz Gwengolo 1961
Lec'h Jadotville, Stad Katanga

(bremañ Likasi, Proviñs Katanga, Republik Demokratel Kongo)

Disoc'h Trec'h nerzhioù lu Katanga
Emgannerien
KatangaRepublik Iwerzhon
Sveden
India
Pennoù-brezel
Roger Faulques
Michel de Clary
Henri Lasimone
Pat Quinlan
Billy Ready
Niver a emgannerien
500 d'an izelañ
4000 pe 5000 d'an uhelañ
1 c'harr-nij Fouga Magister
155 - 158
500 soudard Iwerzhonat pe Svedat o harpañ
Kolloù
300 betek 10005 gloazet
158 prizoniet
Ur c'harbed dezougen distrujet
ur viñsaskell hanter ditrujet

Seziz Jadotville a voe un emgann e miz Gwengolo 1961, e-pad un oberiadur-brezel gant soudarded Aozadur ar Broadoù Unanet e-pad emgannoù Katanga e Kongo-Léopoldville, en Afrika Kreiz. Ar gompagnunezh "A", eus 35vet Batailhon an ABU savet gant soudarded eus Arme Iwerzhon (Irish Army, an tArm) a voe taget gant jandarmed Katanga leal d'ar C'hentañ-ministr ha jeneral Moise Tshombe harpet gant goprsoudarded. Ar soudarded iwerzhonat armet gant armoù lijer nemetken, darn anezho eus an Eil Brezel-bed a voe enkelc'hiet e Jadotville (hiziv Likasi). Talañ a rejont d'an tagadennoù katangat e-pad c'hwec'h devezh e-pad ma oa un nerzh iwerzhonat-svedat o klask sikour anezho met en aner.

Soubet gant an niver kalz uheloc'h a argadourien, an Iwerzhoniz a voe rediet da godianañ ur wech echuet o holl bolodoù, o dour ha boued. Deuet e oant a-benn memestra da lazhañ pe gloazañ un niver uhel a dagaderien. Dalc'het e voent prizonidi brezel e-pad ur miz bennak hep koll den ebet. Bez e voe ar stourmad brasañ eus an ABU e Republik Demokratel Kongo, gant soudarded Iwerzhon ha Sveden.

Kenarroud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar merc'her 13 a viz Gwengolo 1961, sekretour-meur Aozadur ar Broadoù Unanet, Dag Hammarskjöld, a roas an aotre da nerzhioù lu an ABU da gregiñ gant an oberiadur-brezel Morthor, un oberiadur da enebiñ ouzh ar strolladoù goprsoudarded a roe harp da Stad emzisklêriet Katanga, a oa disrannet diouzh ar peurrest eus Kongo-Léopoldville e miz Gouhere 1960.

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù