Seziz Brest (1342)
| Rann eus | Brezel hêrezh dugelezh Breizh |
|---|---|
| Bro | Frañs |
| Lec'h | Brest |
| Daveennoù douaroniel | 48°23′24″N 4°29′24″W, 48°22′55″N 4°29′47″W |
| Deiziad | 18 Eost 1342 |

Seziz Brest a oa c'hoarvezet er bloavezh 1342 e-kerzh Brezel Hêrezh Breizh. Yann III, Dug Breizh, a oa marvet divugel e 1341 ha tabut a oa, evit kemer e lerc'h, etre Charlez Bleaz ha Yann Moñforzh. Charlez a oa niz da roue Bro-C'hall, Fulup VI (roue eus 1328 betek 1350), hag a harpe anezhañ gant ul lu bras. Charlez en doa aloubet Breizh, mont a rae wr-raok ha prizoniet e doa Yann. Gwreg Yann, Janed Flandrez, a oa bet oc'h adkemer penn tu Moñforzh ha kendalc'het gant ar stourm. Rouantelezh Bro-Saoz a oa o vrezeliañ a-enep hini Bro-C'hall abaoe 1337 e-kerzh ar Brezel Kant Vloaz ha Janed Flandrez he doa goulennet sikour milourel digant Edouarzh III, roue Bro-Saoz, hag a oa savet e oa a-du gant ar goulenn.
Gorrek e oa bet ar Saozon oc'h erruout hag e-keit se e oa bet nerzhioù Moñforzh o kilañ dre Vreizh. E miz Gouhere 1342, Janed a oa kelc'hiet gant Charlez hag ul lu bras, e Brest, ar c'hreñvlec'h diwezhañ a-du gant Moñforzh. Ar gêr a oa lakaet seziz warni : e tu ar mor e oa 14 galead goprsoudarded eus Genova. D'an 18 a viz Eost e oa bet ur flodad saoz 260 lestr, renet gant William de Bohun, o tagañ dre Lenn-vor Brest ha trec'het e oa bet ar galeoù gant an niver a enebourien, 11 anezho a voe devet. Ar bigi saoz o devoa degaset 1350 soudard, kalz nebeutoc'h eget na oa el lu breton-ha-gall. Met en ur welet kement a vigi saoz e lenn-vor Brest ha begenn al lu saoz o tilestrañ war an aod, ar C'hallaoued o doa soñjet e oant kalz niverusoc'h. Charlez en doa paouezet raktal gant ar seziz ha kilet buan, kollet en doa kornôg Breizh. An istorour Jonathan Sumption en deus deskrivet choaz Charlez evel unan sebezus. E-kerzh an daou viz war-lerc'h e oa bet soudarded saoz oc'h erruout ha dalc'het o devoa Brest betek 1362. Brezel diabarzh Breizh a oa padet betek 1365, ha Brezel ar C'hant Vloaz betek 1453.