Seziz
| Iskevrennad eus | blockade, oberiadur brezel, brezel armet |
|---|---|
| Rann eus | brezel |
| Studiet gant | Poliorcetica |
| Deskrivet dre | aloubadeg ur c'hastell-kreñv |
| Istor | History of the siege |
| Model item | Siege of Orléans |
Ur seziz zo un oberiadur milourel ma vez gronnet ul lec'h gant tud armet, evit stankañ an darempred etre al lec'h-se hag an diavaez. Lakaat seziz war ur gêr pe ur c'hreñvlec'h a dalvez da glask aloubiñ al lec'h-se dre uz pe dre un argadenn prientet mat. Bez' eo un doare stourm izel, padus, gant un tu o kaout ul lec'h difenn kreñv ha difiñv. An tu all, an argadour, a glask derc'hel ur seziz war an difennerien. Alies an disoc'h a vo ur marc'hata etre an daou du engouestlet, dre ma vez dic'hortoz disoc'h ur seziz e ro tu da implij an diplomatiezh.
Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a seziz brudet a zo bet en istor Breizh. Seziz Montroulez a oa bet e 1342. E dibenn ar XVvet kantved, e-pad ar Brezel etre Breizh ha Bro-C'hall, e oa bet meur a hini ivez. Seziz Gwengamp[1] a oa bet e 1488, Seziz Roazhon e 1491. E-touez ar re brudetañ e oa bet Seziz Naoned e 1487. Dalc'het mat e oa bet gant kêr ha rediet arme roue Bro-C'hall da baouez gant ar seziz.
Broioù all (XVII-XIXvet kantved)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seziz Yorktown (1781), Seziz Badajoz, Seziz Sevastopol, Seziz Pariz a zo chomet e-touez ar re brudetañ.
Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sezizoù lies a oa bet e-kerzh an Eil Brezel-bed, evel Seziz Leningrad (1941-1944), Seziz Sevastopol (1941-1942).