Sevenadurezh vaya

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Sevenadurezh maya)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
El Castillo, ur biramidenn vaya e Chichén Itzá.
Tiriad ar sevenadurezh vaya e-pad ar marevezh mezoamarikan.
Tiriadoù ar sevenadurezh vaya d'an uhelañ.

Ar Sevenadurezh vaya a oa ur sevenadurezh vezoamerikan brudet dre he mestroni war ar skritur, an arzoù, an tisaverezh, al labour-douar hag ar steredoniezh. Unan eus ar sevenadurezhioù rakkolombian studietañ eo hiziv-an-deiz gant hini an Azteked hag hini an Inkaed.

Er marevezh rakkolombian e oa ledet ar sevenadurezh-se war ledenez Yucatán, hiziv-an-deiz e su Mec'hiko, Belize, Guatemala, Honduras hag El Salvador.