Sestroretsk
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.

Sestroretsk (e rusianeg Сестроре́цк, e finneg Siestarjoki, e svedeg Systerbäck) zo ur gêr e kêr gevredadel Sant-Petersbourg, e Rusia. Treuzet eo gant ar stêr Sestra. 37 248 annezad a oa e 2010.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e voe Sestroretsk adalek 1706 tro-dro d'ur porzh bihan war genoù ar Sestra. Hemañ a voe lakaet sevel gant an tsar Pêr Iañ goude ma vije deuet da vezañ mestr war ar c'horn-bro e plas Rouantelezh Sveden. Un uzin munisionoù a lakaas sevel eno e 1724 ivez.