Serra do Pilar

Eus Wikipedia
Ar Serra do Pilar

Ar Serra do Pilar zo un dorgenn serzh war lez an Douro e parrez Santa Marinha, e kumun Vila Nova de Gaia. Eno emañ Manati ar Serra do Pilar, aet d'ober ur c'hazarn.

E-pad Seziz Porto (1832-1833), e oa al lec'h nemetañ dalc'het gant ar frankizourien er c'hreisteiz d'ar Rio Douro. Ac'hano e weler an Douro, ar Ribeira ha kreiz-kêr istorel Porto.