Serious Black

Eus Wikipedia
Serious Black
Urban Breed gant Serious Black e-kerzh ur sonadeg e Bamberg 2020

Ganet 2013
Alamagn, etrevroadel
Doare(où) Power metal
Label(ioù) AFM Records
Lec'hienn ofisiel https://www.serious-black.com/

Izili Urban Breed
Mario Lochert
Dominik Sebastian
Ramy All
Izili bet er strollad Roland Grapow
Thomen Stauch
Jan Vacik

Serious Black zo ur strollad Power-Metal savet e miz Genver 2014. Holl e izili a gemer perzh e strolladoù ha raktresoù all..

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Serious Black er Rockharz 2015 e Ballenstedt.

Hervezo o devoa komzet Roland Grapow ha Mario Lochert diwar-benn ar sonerezh d'an 23 a viz Eost 2013 pa dremene ar "Ripollet Rock Festival". Lochert en devoa soñjet sevel ur strollad a c'hwec'h hag en devoa gouniet Grapow (a sone gant Masterplan d'ar c'houlz-se) heuliiñ e vennozh. Goude e zistro da vMünchen e pellgomzas Lochert d'e vignon Thomen Stauch, hag en devoa kejet gant Jan Vacik ha Dominik Sebastian da gregiñ da vat e miz Genver 2014 e Dreamsound Studios e München. War-lerc'h bezañ achuet ar c'henaozadur o devoa kavet ar c'haner svedat Urban Breed a zo o chom er Stadoù-Unanet.

Un deiz a-raok deroù an Dro eus Bremen en devoa kemennet ne vo ket Roland Grapow ha Thomen Stauch o soniñ ganto. Roland Grapow (rak akoufennoù) a vo erlec'hiet gant Bob Katsionis (Firewind), ha Thomen Stauch (rak droug ar skoaz) gant Ramy Ali (Freedom Call). Sonadeg kentañ ar strollad a voe d'ar 16 a viz Genver 2015 e Bremer Aladin.

E kreiz Genver 2015 e teuas er-maez an album kentañ As Daylight Breaks, embannet gant AFM Records. Ar pezhioù Sealing My Fate und I Seek No Other Life a oa bet embannet gant lañs war YouTube. An album a dizhas an 61vet renk war an Deutschen Albumcharts. Un hanter bloavezh diwezhatoc'h e Gwengolo 2016 e teuas er-maez an eil album anvet "Mirrorworld". Evit an droiad-se e teuas Alex Holzwarth da soniñ toumperezh. An album "Magic" a heulias en Eost 2017. O labourat e oa Bob Katsionis war un album nevez gant Firewind, neuze e voe erlerc'hiet eñ gant Christian Münzner e-pad an droiad-se. E fin ar bloavezh 2017 e oa peurachu un album akoustik ganto anvet "First Light".

E miz Mae 2018 e kemennjont eo degemeret ganto Ramy Ali a zo tabouliner nevez ar strollad a vo ganto goude en doa mennet Alex Holzwarth mont kuit.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2015: As Daylight Breaks
  • 2016: Mirrorworld
  • 2017: Magic
  • 2017: First Light (Acoustic)
  • 2020: Suite 226
  • 2022: Vengeance is Mine

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]