Mont d’an endalc’had

Senklenn (armoù-tan)

Eus Wikipedia
Ur chaseour dogonat e Mali. Ur senklenn simpl e lien a zo stag ouzh e fuzuilh.

Ur senklenn, e bed an armoù-tan, a servij da zougen armoù hiniennel, fuzuilhoù pe karabinennoù peurliesañ. Implijet e vez e bed ar chase, an arme hag an nerzhioù surentez dreist-holl. A-drugarez dezhi e c'hall an tenner disammañ e zivrec'h hag implijout e zaouarn d'ober traoù all. Ur skoazell evit bezañ stabiloc'h da vare ar bukañ e c'hall bezañ ivez. Gellet a ra ar senklennoù bezañ savet gant lêr pe gant danvezioù sintetek (neopren, polyester, polipropilen hag all). Spoue a c'hall bezañ e-barzh evit ma vefe sasunoc'h. E meteier ar chase gwechall, pe en armeoù berr an arc'hant gante c'hoazh (milisoù, nerzhioù nann-gouarnamantel e broioù paour) e c'hall senklennoù an armoù bezañ savet gant danvezioù marc'hadmatoc'h (kordenn pe lien da skouer).

Doareoù senklennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Senklennoù simpl, pe "hengounel" (daou boent stagañ) : ar re goshañ ha marc'hadmatañ, stag en un tu ouzh lamm an arm, hag en tu all dindan e fust.
  • Senklennoù daou boent stagañ quick adjust : ur ruilhenn a gaver war ar senklenn evit reoliañ prim he hirder.
  • Senklennoù daou boent stagañ evit an tennañ (shooting sling) : ur ruilhenn a gaver e kreiz ar senklenn. Ganti e c'haller reoliañ hirder ar senklenn, pe tennañ en ur mod stabiloc'h, en ur lakaat e vrec'h er vouklenn graet gant ar senklenn etre ar fust hag ar ruilhenn. Ar senklenn stadunanat M1907, bet implijet gant holl armoù-skoaz ar vro e-pad an daou vrezel-bed, eo unan eus ar re anavezetañ. Gant daou damm eo savet[1].
  • Ching sling : senklenn staget e tri foent ouzh an arm, diorroet evit meizad ar scout rifle ijinet gant Jeff Cooper. Un doare shooting sling primoc'h hag aesoc'h da implijout eo[2].
  • Senklennoù tri foent stagañ : stag eo ar skenklenn e mod un tric'horn ouzh daou benn an arm hag ouzh korf an tenner en ur poent hepken. Evel-se e c'hall an tenner lezel e arm da vont evit ober un dra all, evel tapout krog en un arm-dorn sikour da skouer.
  • Senklennoù ur poent stagañ : stag eo ar senklenn en ur poent eus an arm hepken. Graet eo ivez evit ma c'hallfe an tenner paouez da gaout krog en e arm hep ne kouezhfe war al leur. Evel ar senklennoù tri foent e vez implijet e metoù an arme pe an nerzhioù-surentez dreist-holl.
  • Senklennoù doare "sac'h-kein" : graet evit stagañ an arm ouzh kein an tenner, evel ur sac'h-kein. An doare senklenenoù-mañ a vez implijet gant ar soudarded pe ar chaseerien war skioù, hag er biatlon.

Doareoù senklennoù all a zo bet amprouet en Istor, met n'o deus ket graet berzh, evel an affusto d'assalto savet evit ar Villar Perosa italian e deroù an XXvet kantved.

Modoù da stagañ ar senklenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwalennoù biñset e lamm hag e fust an arm eo ar mod hengounel da stagañ ar senklennoù outañ. Kalz armoù modern o dez ur sistem QD (Quick Detach, "Distagañ prim") evit gellet distagañ anezhe prim diouzh o senklenn en ur bouezañ war ur bouton. Sistemoù a seurt-se zo anavezet abaoe pell : fuzuilhoù japanat Arisaka 99 a oa pourveziet gante da vare an Eil Brezel-bed dija[3].

  1. (en) The M1907 Sling: What It Is And How To Use It?, The Firearm Blog, 19/10/2022 (lennet d'an 19/06/2025)
  2. (en) McCOLLUM Ian, The Ching Sling – A Simpler Shooting Sling Compromise, Forgotten Weapons, 22/06/2017 (lennet d'an 19/06/2025)
  3. (en) McCOLLUM Ian, High Speed Low Drag in the 30s: Arisaka QD Sling, Forgotten Weapons, 16/06/2020
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan