Seizi
| Iskevrennad eus | kleñved, clinical sign, neurological symptom |
|---|---|
| Dibarder mezegel | neurologiezh |
| ICPC 2 ID | N18 |
Ar seizi a vez graet eus ezvezañs an arc'hwel-loc'hañ a c'hell dont en ur c'higenn pe vuioc'h. Koll ar wiridigezh en henelep takad a c'hell dont gantañ ivez. Gerioù all a vez implijet evel seiz[1], seizadur, seziz, skoadur, palarizi[2] ha peluz.
Arbennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurvuiañ e teu ar seizi eus an droug e-barzh ar reizhiad nervel dreist-holl e-barzh ar mel livenn-gein.
An arbennoù pennañ zo : taol-gwad, gwallzarvoud gant gloazioù war an nervennoù, poliomielit, seizi empennel, nervnaoued periferek, kleñved Parkinson, ALS (kleñved Charcot), botulegezh, spina bifida, skleroz strewek ha sindrom Guillain-Barré.
An degouezhioù a c'hall krouiñ an droug-se a zo : ar ruzadennoù ha ar c'houezhioù, ar gwallzarvoudoù karbedoù, taolioù, gloazioù diwar tennadennoù boled, gwallzarvoudoù labour ha gloazioù sport.
E-pad momedoù zo ar c'housked m'emañ fiñvadennoù herrek al lagad enno e c'hell c'hoarvezañ ur seizi dibad-tre, met m'eo direizhet an dra e c'heller mont da vezañ seizet, pa zeu an dihun. Diwar gemer louzoù pe vinim, ar c'hurar, da skouer, e c'hell bezañ tizhet mont en-dro an nervennoù, ken e teu ar seizi diouto.