Scribus
Scribus | |
---|---|
Diorroer | The Scribus Team |
Stumm diwezhañ | 1.4.8 |
Endro | Lies-savenn |
Yezhoù | Liesyezhek (brezhoneg, saozneg, galleg hag all) |
Skrivet e | C++ (areg) (Qt) |
Lañvaz | GNU General Public License |
Lec'hienn web | www.scribus.net |
Ur meziant pajennaozañ ameilet dre urzhiataer (PAU) eo Scribus. Dasparzhet eo dre lañvaz GPL ha disgoust eo. Handelvoù evit Linux, Unix, Mac OS X pe Windows zo hegerz bremañ. Arc'hwelioù liesseurt uhel o live zo da Scribus, evel re a gaver gant meziantoù kenwerzhel all.
Ijinet eo bet Scribus evit ar pajennaozañ azasaus hag evit prientiñ teulioù o ferzhed vicherel. Krouet e vez gantañ kinnigadennoù ha furmskridoù PDF fiñv hag etrewezhiat. Kelaouennoù, kraflevrioù, skritelloù ha levrioù a vez savet gant Scribus.
Skoret eo gant Scribus an darn vuiañ eus ar mentrezhioù kevregat pouezusañ mui an SVG (Scalable Vector Graphics : Kevregadoù Sturiadel Skeulaus, KSS). En o zouez ez eus al livioù SMMD hag ardoadur al livioù ICC (Integrated Communications Controller : Reolerezhioù Kehentiñ Enframmet, RKE). Arveret e vez e muioc'h eget 24 yezh, ar brezhoneg en o zouez abaoe an handelv 1.3.4.
Gannet eo, gant PDF, an treuzweluster, ar rinegañ hag ur spletad ledan eus erspizadurioù evit PDF 1.4 evel PDF/X3, o c'hannañ maeziennoù furmskridoù PDF etrewezhiat, notennadurioù ha sinedoù.
Savet eo diwar XML, e vo enporzhiet testennoù diouzh restroù o mentrezh OpenDocument pe restroù RTF, Microsoft Word .doc, ha HTML ken mat all.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwelit Scribus war lec'hienn an Drouizig