Schwarzlose (mindrailherez)
Mindrailherez Schwarzlose | |
---|---|
![]() Ur vindrailherez Schwarzlose M7/12 savet war ur rod da vare ar Brezel-bed Kentañ, evit bezañ implijet evel arm enep-karr-nij | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Mindrailherez |
Mont en-dro | Tennata dre argil, yenaet dre zour |
Munisionoù | 8 × 50 mm Mannlicher (stumm e arme Aostria-Hungaria) 6,5 × 50 mm Arisaka |
Produer | Steyr |
Mare produiñ | 1908-1918 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (gant he zrebez) | 41,4 kg |
Hirder | 945 mm |
Hirder ar c'hanol | 530 mm |
Perzhioù all | |
Lusk-tennañ teorikel | 400-580 tenn/mn (stumm 07/12) |
Endalc'h | Gouriz 250 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | A |
Ar Schwarzlose zo ur rummad mindrailherezioù implijet e hanterenn gentañ an XXvet kantved dreist-holl e kalz broioù. Mindrailherez standart arme Aostria-Hungaria e voe da vare ar Brezel-bed Kentañ, en he stumm 1907/12.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An armeurer alaman Andreas Wilhelm Schwarzlose a vreouas ur vindrailherez e 1902. Prenet e voe ar breved digantañ gant an embregerezh aostrian Steyr, a labouras evit gwellaat an arm ha kinnig e 1905 ur stumm a voe degemeret gant arme ar vro e 1907, ha gwellaet e 1912 (stumm 1907/12). Mont a rae en-dro gant ur sistem tennata dre argil[1], yenaet dre zour[2], ha kambret e oa evit ar c'hartouchennoù 8 mm Mannlicher. Abalamour d'he fouez (ouzphenn 41 kg) e ranke pevar soudard ober war he zro evit implijout anezhi[3]. Luziet e oa he mekanikerezh, met brudet e oa evit bezañ solut-tre ha fiziapl[1][3].

Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad ar Brezel-bed Kentañ he doe ar Schwarzlose meur a implij e arme Aostria-Hungaria, evit difenn fozioù-brezel, kreñvlec'hioù, pe evel arm enep-karr-nij. Goude diskar an impalaeriezh e 1918, kalz broioù a oa enni a viras ar Schwarzlose evit o arme nevez, en ur cheñch he c'halibr a-wechoù. Broioù all a implijas stokoù seziset e fin ar brezel[3]. E-touez implijerien an arm e kaver da skouer :
Bulgaria (a-raok ar Brezel-bed Kentañ)
Gres (a-raok ar Brezel-bed Kentañ)
Izelvroioù (a-raok ar Brezel-bed Kentañ)
Roumania (e 8 mm ha 7,62 × 54 mm R)
Rusia
Serbia (a-raok ar Brezel-bed Kentañ)
Sveden (a-raok ar Brezel-bed Kentañ)
Tchekoslovakia (7,92 × 57 mm Mauser)
Trede Reich, dindan an anv Schweres Maschinengewehr 7/12(ö)
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 197
- ↑ (fr) Schwarzlose 07/12, Arme et Passion (lennet d'an 02/05/2025)
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 (en) POPENKER Maxim, Schwarzlose M07 M07/12, Modern Firearms (lennet d'an 02/05/2025)