Schmeisser SP15
| Schmeisser SP-15 | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Karabinenn |
| Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
| Munisionoù | .223 Remington .222 Remington |
| Produer | Schmeisser |
| Perzhioù teknikel Stumm Ultramatch | |
| Mas | 4 kg |
| Hirder | 970 mm |
| Hirder ar c'hanol | 510 mm |
| Endalc'h | Karger fiñv 10 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B pe C hervez ar c'halibr |
Ar Schmeisser SP15 zo ur rummad karabinennoù kambret e .223 Remington ha .222 Remington. Produet eo ha gwerzhet gant an embregerezh alaman Schmeisser. He neuz a zo diazezet war an AR-15[1], met ur gulasenn dre vorailh he deus, ha savet eo evit an darn e metal. Ur reilh Picatinny Mil-Std 1913 21 mm a zo war gorre an arm, ar pezh a ro an tu da ouzhpennañ ul lunedenn hir dezhañ. Ar c'harger a zo dek tenn e endalc'h. Ul liv du pe aremennet a zo d'an SP-15.
Priziet eo evel ur garabinenn fiziapl ha resis. Savlec'hiet eo an arm e krec'h ar skalfed e-mesk an armoù-skoaz dre vorailh[2].
Stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar stumm nes kambret e .223 Remington a zo d'an SP-15 [3]:
- M4FL : kanol 14,5"
- M5FL : kanol 16,75"
- LMR : kanol 18"
- Ultramatch : kanol 20"
Stummoù e .222 Remington, dezhe kanolioù 18" hag 20", a zo bet savet ivez evit gwerzhañ an arm e broioù m'eo renket an .223 Remington en ur rummad reolennet, evel e Bro-C'hall (rummad B).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Carabine Schmeisser SP15 222 Rem, Armurerie Auxerre (lennet d'an 23/12/2025)
- ↑ (en) PARKIN Chris, Schmeisser SP15 Ultramatch in .223 – tried & tested, Rifle Shooter, 15/06/2022 (lennet d'an 29/07/2025)
- ↑ (en) All products war lec'hienn Schmeisser (lennet d'an 29/07/2025)