Mont d’an endalc’had

Schönberger-Laumann 1892

Eus Wikipedia
Schönberger-Laumann 1892


Tresadenn diabarzh ur bistolenn Schönberger-Laumann 1892
Kinnig
Bro Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria
Doare Pistolenn damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil simpl
Munisionoù 7,8 × 19 mm R
Produer Osterreichische Waffenfabrik
Mare produiñ 1892-1896
Niver produet Nebeutoc'h evit 35
Perzhioù teknikel
Hirder 355 mm
Hirder ar c'hanol Etre 127 ha 152 mm (hervez ar mammennoù)

Endalc'h Karger diabarzh 5 kartouchenn, pourveziet dre an nec'h gant ul laonenn-gargañ doare Mannlicher
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Schönberger-Laumann 1892 zo unan eus ar pistolennoù damaotomatek kentañ bet ijinet, goude ar Salvator-Dormus. Un nebeud skouerennoù anezhi a voe produet hepken gant an embregerezh Osterreichische Waffenfabrik e Steyr[1] (Aostria-Hungaria neuze), etre 1892 ha 1896.

Breouet e voe e miz Du 1891 gant an armeurer Joseph Laumann[2], diwar ur sistem tennata dre argil daleet a-drugarez d'ur wikefre luziet a-walc'h. Pemp kartouchenn 7,8 × 19 mm R, dezhe bourledoù, a c'halled ensoc'hañ dre an nec'h en he c'harger diabarzh, a-drugarez d'ul laonenn-gargañ doare Mannlicher[1]. Ar vreudeur Schönberger a bostas arc'hant evit skoazelliñ raktres Laumann[3]. Amprouet e voe an arm gant arme Aostria-Hungaria, met korbellet e voe e 1896 da vat, ha paouezet e voe d'e broduiñ neuze. Nebeutoc'h evit 35 skouerenn eus ar bistolenn Schönberger-Laumann a zo bet fardet en holl. Un arm ral-tre eo neuze. Ur skouerenn zo bet gwerzhet e 31 625$ diouzh ar c'hresk er Stadoù-Unanet e 2014[4].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 (en) SMITH Joseph E., The book of pistols and revolvers, Castle Books, 1977, p. 26
  2. (en) Schoenberger-Laumann – second semi-automatic, Ohio Gun Collectors Association (lennet d'ar 24/04/2026)
  3. (en) McCOLLUM Ian, Laumann 1891 and Schonberger-Laumann 1894 Semiauto Pistols, Forgotten Weapons, 22/05/2017 (lennet d'ar 24/04/2026)
  4. (en) EXTREMELY RARE AND HISTORICALLY IMPORTANT STEYR MADE SCHÖNBERGER-LAUMANN M1892 SELF LOADING PISTOL, Morphy Auctions (lennet d'ar 24/04/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan