Saye Zerbo

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Saye Zerbo (ganet d'ar 27 a viz Eost 1932) zo ur soudard hag ur politikour, bet prezidant Volta-Uhel (Burkina Faso hiziv).

Ministr an Aferioù estren e voe etre 1974 ha 1976. Tapout a reas ar galloud goude bezañ skarzhet Sangoulé Lamizana gant un taol-Stad d'ar 25 a viz Du 1980. Skarzhet e voe d'e dro gant Jean-Baptiste Ouédraogo d'ar 7 a viz Du 1982.