Saul Bellow

Eus Wikipedia
Saul Bellow

Saul Bellow, ganet Solomon Bellows, a oa ur skrivagner ganet e Kebek d'an 10 a viz Even 1915 en ur familh yuzevien eus Rusia.

Aet eo da chom d'ar Stadoù-Unanet goude marv e dad e 1924.

Romantoù, evel Herzog pe Humboldt's gift (Donezon Humboldt), a ya d'ober lodenn vrasañ e oberennoù. Savet en deus ivez pezhioù-c'hoari ha troet oberennoù Isaac Bashevis Singer.

Bet en deus ar priz Pulitzer ha priz Nobel al lennegezh e 1976.

Marvet eo er Massachusetts d'ar 5 a viz Ebrel 2005.