Sauer 38H
| Sauer 38H | |
|---|---|
Ur bistolenn Sauer 38H e mirdi ar brezel e Smolensk. | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Pistolenn damaotomatek daou-ober |
| Mont en-dro | Tennata dre argil |
| Munisionoù | .32 ACP .22 Long Rifle .25 ACP .380 ACP |
| Produer | Sauer & Sohn |
| Mare produiñ | 1930 - 1945 |
| Skouerennoù produet | War-dro 253 000 |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | 0,715 kg |
| Hirder | 161 mm |
| Hirder ar c'hanol | 86 mm |
| Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Sauer & Sohn Modell 1938, anvet Sauer 38H peurliesañ, pe Sauer H, zo ur bistolenn damaotomatek daou-ober bet ijinet gant Heinz Zehner ha produet gant Sauer & Sohn eus 1938 betek 1945[1]. Klask a rae an embregerezh alaman keveziñ ouzh pistolennoù all evel ar Walther PP.
Mont a ra en-dro gant ur sistem tennata dre argil. 8 kartouchenn a c'haller lakaat en he c'harger. Kambret e oa ar braz eus ar skouerennoù e .32 ACP, met reoù e .22 Long Rifle, .380 ACP[2] hag e .25 ACP[1] a gaver ivez. He morzhol zo kuzhet. Savet e oa an arm gant ul loc'henn dizarmiñ, ar pezh a oa nevez er bloavezhioù 1930. Ar sistem-mañ a vez kavet war kalz pistolennoù a-vremañ[3].
Tro 253 000 zo bet produet en holl. En o zouez, un 50 000 bennak e .32 ACP a voe graet evit ofiserien ar Wehrmacht. Ar rummad kentañ anezhe a oa ul loc'henn surded warne, hag ur mil bennak a voe produet hepken. Tennet e voe al loc'henn-se war diwar skouerennoù an eil rummad. E 1942 e voe goulennet ouzh Sauer & Sohn kreskiñ talm produiñ an arm : izelaat a reas o c'halite tamm-ha-tamm. Ar skouerennoù diwezhañ, bet graet e 1945 just a-raok donedigezh ar gevredidi e Suhl, zo peuraozet fall ha mesket o niveroù-serienn. Un nebeud kantadoù a voe savet goude ar brezel, dindan beli Soviediz, diwar pezhioù bet graet a-raok miz Ebrel 1945 dija[4].
Implijerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-mesk an implijerien vrudetañ eus ar Sauer 38H emañ an torfedour brezel Sepp Dietrich, bet e penn ar 1añ rannarme SS Leibstandarte[5].
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) CATE Jim, VAN GIJN Nico, Automatic Pistols of J.P. Sauer & Sohn: A Historical Study, Walsworth Publishing Company, 1996, 406 p.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha 1,1 (en) WAHL Paul, Gun trader's guide, Thirteenth Edition, Stoeger, p. 107
- ↑ (en) JAMES Garry, This Old Gun: Sauer 38H Pistol, American Rifleman, 05/03/2018 (lennet d'ar 07/03/2026)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, Sauer 38H, Modern Firearms (lennet d'ar 07/03/2026)
- ↑ (en) BUFFALOE Ed, KLEIN Stefan, The Sauer & Sohn (S&S) Model 1938 Pistol, Unblinkingeye (lennet d'ar 07/03/2026)
- ↑ (fr) ALVES Eric, Pistolet Sauer & Sohn 38H, Seconde Guerre (lennet d'ar 07/03/2026)