Mont d’an endalc’had

Sauer & Sohn M1913

Eus Wikipedia
Sauer & Sohn M1913


Ur bistolenn Sauer & Sohn M1913 bet implijet gant ar sniperez soviedat Lioudmila Pavlitchenko en Eil Brezel-bed.
Kinnig
Bro orin Banniel an Impalaeriezh alaman Impalaeriezh alaman
Doare Pistolenn damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil simpl
Munision .32 ACP
Produer Sauer & Sohn
Mare produiñ 1913 - 1930 pe 1931
Skouerennoù produet War-dro 169 000
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 0,620 kg
Hirder 149 mm
Hirder ar c'hanol 76,2 mm

Endalc'h Karger fiñv 7 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Sauer & Sohn M1913, anvet ivez Selbstlade-Pistole Modell 1913 ("pistolenn adkarget en ur mod aotomatek"), zo ur bistolenn damaotomatek bihan bet ijinet gant Heinz Zehner ha produet gant an embregerezh alaman Sauer & Sohn eus 1913 betek 1930[1] pe 1931[2].

Ur sistem tennata dre argil zo dezhi. Pourveziet eo gant ur c'harger 7 kartouchenn 7,65 mm Browning. Savet e oa bet evit ar marc'had sivil, met un 10 000 skouerenn bennak a voe graet evit an Deutsches Heer e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Implijet e voe gant ofiserien en arme alaman betek dibenn an Eil Brezel-bed. Tri stumm disheñvel eus an arm, dezhe kemmoù dister, a zo ; tro 169 000 anezhe a voe produet en holl. Ar pistolennoù Sauer & Sohn Modell 1926, Modell 1929 ha Modell 1930 zo deveret anezhi[3].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) CATE Jim, VAN GIJN Nico, Automatic Pistols of J.P. Sauer & Sohn: A Historical Study, Walsworth Publishing Company, 1996, 406 p.
  1. (en) WAHL Paul, Gun trader's guide, Thirteenth Edition, Stoeger, p. 107
  2. (en) JAMES Garry, This Old Gun: J.P. Sauer & Sohn Model 1913, American Rifleman, 30/10/2021 (lennet d'ar 06/03/2026)
  3. (en) BUFFALOE Ed, KLEIN Stefan, Sauer Model 1913, 1919, 1926, 1930, and Behördenmodell, Unblinkingeye (lennet d'ar 05/03/2026)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan