Sauer & Sohn

J. P. Sauer & Sohn GmbH zo un embregerezh armoù-tan diazezet e Isny im Allgäu (Baden-Württemberg, Alamagn).
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1751 e krouas Johann Paul Sauer e embregerezh armoù e Suhl (e Thüringen hiziv an deiz), ur gêr hag a groge da vezañ ur greizenn vetalouriezh a bouez abalamour d'an houarnegi a oa bet kavet tro-dro. E 1756 e sinas Sauer ur gevrat evit pourveziañ kêr Dresden gant fuzuilhoù ha pistolennoù. E-pad ar Brezel Seizh Vloaz (1756-1763) e savas Sauer & Sohn ha labouradegoù all Suhl 25.000 fuzuilh evit arme Prusia[1].

En XIXvet kantved e stagas an embregerezh da broduiñ fuzuilhoù-chase, a zeuas da vezañ e rann bouezusañ er bloavezhioù 1890. A-raok ar Brezel-bed Kentañ e kenlabouras an embregerezh gant Krupp evit sevel armoù brezel adarre. Ar bistolenn Sauer M1913 a voe produet gante. Adalek 1921, abalamour da Feur-emglev Versailhez, Sauer & Sohn a broduas skriverezioù dindan anv ar merk Fortuna[2]. Adalek 1933, tennañ a reas gounid eus adarmiñ ar vro dindan ren an nazied hag eus an Eil Brezel-bed, en ur sevel fuzuilhoù M30 evit al Luftwaffe[3], pistolennoù 38H (1938-1945), karabinennoù Karabiner 98k (1934-1944) ha fuzuilhoù-arsailh Sturmgewehr 44. 18 savadur eus an embregerezh a voe distrujet e-pad ar brezel, ha 30% eus e zafar a voe seziset gant Soviediz[2].
E 1951, evit mont er-maez diouzh an takad renet gant an URSS, J. P. Sauer & Sohn a voe adkrouet e Eckernförde (Schleswig-Holstein, e norzh RKA). 430 implijad a heulias an embregerezh eno. Arbennikaat a reas war an armoù-skoaz evit ar chase betek hiziv[1]. 1972 a voe a-bouez evit Sauer & Sohn, pa gavjont un emglev gant an embregerezh suis SIG evit produiñ pistolennoù P220 ha P230. Kenderc'hel a reas an emglev-mañ betek ar bloavezhioù 2000, ha meur a arm a voe gwerzhet dindan anv merk SIG Sauer[2].
E 2009 e tilojas an embregerezh da Isny im Allgäu, e su Alamagn, e-lec'h m'emañ bremañ.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de)(en) Lec'hienn ofisiel
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) JAEGER Philippe, J. P. SAUER & SOHN Le gardien du temple, Le Chasseur Français, 30/01/2022 (lennet d'an 02/01/2026)
- 1 2 3 (en) History war lec'hienn Sauer & Sohn (lennet d'an 02/01/2026)
- ↑ (en) Centrefire breech-loading triple-barrelled combination rifle and shotgun - Drilling, Sauer M30 - made 1942 war Royal Armouries (lennet d'an 02/01/2026)