Satoshi Nakamoto
| Reizh pe jener | undisclosed gender |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | talvoud dianav |
| Anv e yezh-vamm an den | talvoud dianav |
| Anv-bihan | talvoud dianav |
| Anv-familh | talvoud dianav |
| Lesanv | Satoshi Nakamoto |
| Deiziad ganedigezh | talvoud dianav |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Micher | cryptographer, programmer, software engineer |
| Tachenn labour | Bitcoin, Urzhiataerezh, information technology, cryptography, kriptomoneiz |
| Deroù ar prantad labour | 2008 |
| Dibenn ar prantad labour | 2010 |
| Oberenn heverk | Bitcoin, Bitcoin: A Peer-to-Peer Electronic Cash System, Blockchain |
| Tikedenn Stack Exchange | https://bitcoin.stackexchange.com/tags/satoshi-nakamoto |

Satoshi Nakamoto eo an anv-pluenn implijet gant an den pe ar strollad tud bet krouet ar Bitcoin gantañ, ar c'hriptomoneiz digreizennet kentañ hag an deknologiezh stag outañ, ar chadenn vloc'hoù, blockchain e saozneg.
E miz Here 2008 e oa bet embannet gant Satoshi Nakamoto ul levr gwenn o kinnig mont-en-dro ur rouedad paeañ elektronek par-ouzh-par[1].
E miz Genver 2009 e embannas stumm kentañ ar meziant Bitcoin hag e krouas unanennoù moneiz kentañ ar bitcoin. Kemer a reas perzh er raktres ha diorren a reas ar rouedad betek 2010. Aet eo kuit tamm-ha-tamm deus ar raktres e 2010, hag e paouezas ar bloaz-se gant an holl gemennadennoù foran.
Dianav eo identelezh Satoshi Nakamoto c'hoazh, daoust d'ur bern enklaskoù bezañ bet kaset da-benn a-hed ar bloavezhioù, met daoust d'an anv ne vije ket Satoshi Nakamoto un den eus Japan hervez an enklaskoù war ar yezh implijet gantañ e-barzh e god mammen, ha ne vije ket un den o chom e Japan kennebeut pa seller ouzh e eurvezhioù labour.
Ar bitcoinoù krouet ha perc'hennet gant Satoshi Nakamoto n'int ket bet implijet biskoazh abaoe.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Satoshi Nakamoto, Bitcoin: A Peer-to-Peer Electronic Cash System, war al lec'hienn bitcoin.org, miz Here 2008