Mont d’an endalc’had

Satanouriezh

Eus Wikipedia
satanouriezh
philosophy of religion, Q42896194
Iskevrennad eusreizhiad kredennoù Kemmañ
Efedretribution of God in Islam, khusran Kemmañ
Pleustret gantSatanist Kemmañ

Satanouriezh a vez graet eus ur strollad kredennoù relijiel, ideologiezhel, pe prederioù diazezet war Satan— dreist-holl un azeuliñ pe al lidañ anezhañ. Dre al liammoù istorel ouzh tudenn ar relijionoù a-ziwar Abraham, ar satanouriezh — koulz hag an holl relijionoù, ideologiezhoù pe prederioù filozofel hag a zo stag ouzh ar satanouriezh — a vez gwelet evel un enepsevenadur d'ar relijionoù a-ziwar Abraham.

  • Evit darn eus ar yuzevien n'eus ket eus ar gredenn en ur boud dreistordinal, memes ma vez "degemeret a-wechoù" er yuzevegezh (hervez an holloueziadur Britannica), ez eo tudenn Satan un enebour met n'eo ket un doare Doue fallakr met kentoc'h ur "prokulor doueel" evit Doue, evel ma oa bet evit Job.
  • En Islam shayāṭīn (gant gwriziennoù damheñvel ouzh Satan) eo an doare da dermeniñ an holl drougaeled, padal eo Iblis hag a zo mestr an holl anezho. Evel Satan er gristeniezh, Iblis a voe skarzhet eus an neñv dre ma ne felle ket dezhañ sentiñ ouzh Doue hag e oa re babor. Disheñvel diouzh Satan (hervez an doareoù), Iblis a zo un djinn ha n'eo ket un ael[1][2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (1983) "Mythic Biography", Satan's Tragedy and Redemption: Iblīs in Sufi Psychology, Numen Book Series. Leiden and Boston : Brill Publishers. 18–56 p. DOI:10.1163/9789004378636_003. ISBN 978-90-04-37863-6. 
  2. (1995) "The Creation Story in 'Sūrat al-Baqara', with Special Reference to al-Ṭabarī's Material: An Analysis". Journal of Arabic Literature 26 (1/2): 201–214. DOI:10.1163/157006495X00175. ISSN 0085-2376