Mont d’an endalc’had

Satan

Eus Wikipedia
Satan
fallen angel, supernatural being, Diaoul, djinn
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denשָׂטָן‏‎ Kemmañ
Titl noblañsPrince of Darkness Kemmañ
Moranvנסיך האופל, מלאך המוות Kemmañ
Azeulet gantTheistic Satanism, Relijionoù a-ziwar Abraham, satanouriezh Kemmañ
Anvet diwarSamael Kemmañ
Dezerc’herAdam Sandler Kemmañ
Narrative roleantagonist, tudenn-bennañ, supporting character Kemmañ
EnebourArc'hael Mikael Kemmañ
Skeudenn tennet eus Codex Gigas, levr eus penn-kentañ an XIIIvet kantved

Satan, brudet ivez evel an Drougael/an Diaoul[1] [2], zo un drougael er relijionoù a-ziwar Abraham hag a glask droukhoalañ Mab-den war hent ar pec'hed. Er yuzevegezh, Satan a zo gwelet evel un enebour o klask fallaat komprenidigezh kemennoù Doue, ur vetaforenn eo eus yetzer hara, pe 'stouadur fall'. Er Gristeniezh pe en Islam ez eo gwelet evel un ahel kouezhet pe djinn hag a oa emsavet a-enep Doue, hag a ro dezhañ galloud war bed ar re kouezhet (pec'herien) ha bed an drougaeled. Er C'horan, Iblis (Shaitan), eo mestr an drougaeled (shayāṭīn), hag a zo savet gant tan hag a oa bet skarzhet eus ar baradoz dre ma ne oa ket fellet dezhañ stouiñ dirak Adam nevez krouet hag ouzhpenn-se e klask lakaat an denelezh da vont war hent an temptadur dre implij waswās ('alioù fall').

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. hebreeg: שָּׂטָן, romanekadur: sāṭān, 'enebour'; henc'hresianeg: ὁ σατανᾶς pe σατάν, ho satanas/satan; arabeg: الشَّيطان ash-shayṭān, 'kollet', 'pell', pe raloc'h 'diaoul'.
  2. E meur a droidigezh, an droourien eus Bibl an Dek ha Tri-Ugent, troidigezh rakkristen ar Bibl hebreek en henc'hresianeg, o doa graet ar choaz da dreiñ ar ger hebreek sâtan gant ar ger gresianek διάβολος (diábolos), hag a dalvez kement hag "enebour" pe "tamaller". Koulz satanas pe diábolos a zo implijet en Testamant Nevez hag er skrivadurioù kristen goude-se. E Lizheroù Paol pe Aviel Mark e vez implijet aliesoc'h ar ger satanas evit diábolos, met en Aviel Mazhev e vez implijet muioc'h an droienn diábolos ha setu perak e vez implijet muioc'h ivez gant Tadoù an Iliz Justin Merzher, Irenaeus hag Origen