Sarthe (stêr)

Eus Wikipedia
Sarthe
Ar Sarthe e Saint-Céneri
Statud stêr
Hirder 313 km
Uhelder an eienenn 260 m
Kas keitat 80-85 m³/s
Gorread an diazad 16374 km²
Bro(ioù) douret kornôg Bro-C'hall
Diazad stêrioù
?
En em daol e Maine en Anje
Ledander er genoù ?
Andon Perche
Adstêrioù Lez, Èvre, Huisne

Ar Sarthe zo ur stêr eus kornôg Bro-C'hall. A-gevret gant ar stêr Mezven ez a d’ober ar stêr Maine, zo un adstêr d’al Liger.

Emañ hec’h andon e departamant an Orne, e-kichen Moulins-la-Marche. Redek a ra war-zu ar mervent, en ur dremen dre ar c’hêrioù-mañ :

Un nebeud kilometroù goude resev dourioù al Lez (Loir), un adstêr dezhi, e kej gant ar stêr Mezven, en hanternoz da gêr Anje. Adstêrioù all he deus ar Sarthe : e-touez ar re vrasañ anezho e c’haller menegiñ ar stêr Èvre hag ar stêr Huisne.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.