Mont d’an endalc’had

Sarmon

Eus Wikipedia
The Sermon [ar sarmon], Alphonse Legros, 1871, miret e National Galleries of Scotland

Ur sarmon, diwar al latin sermo ("kaozeadenn, prezegenn"), zo ur brezegenn graet e-kerzh ul lid relijiel. Ur gemennadenn etikel pe doueoniel eo, diazezet war ar Skriturioù, ar Bibl pe ar C'horan, en ur zisplegañ implijoù pleustrek a c'hall ar feizidi lakaat da dalvezout.

Prezeg an ilizoù kristen a bep seurt a gaver e orin e komz Jezuz, a rae prezegennoù evit kelenn e ziskibien, dreist-holl ar sarmon war ar menez[1].

Er gatoligiezh e c'hoarvez ar brezegenn goude lennadenn an Aviel e-pad an oferenn.

  1. (en) George Thomas Kurian, James D. Smith III, 2010, The Encyclopedia of Christian Literature, Volume 2, Scarecrow Press, USA, p. 143