Sangria
Neuz
Ar sangria zo un died alkoolek, graet diwar gwin ruz, gant dour-nez, tammoù orañjez, sitron ha frouezh all a-wechoù, ha sukr.
Meur a zoare zo da fardañ sangria met kavout a reer atav 50% a win enni d'an nebeutañ, gwin ordinal peurvuiañ. Lezet e vez ar frouezh da c'hlec'hiañ er gwin e-pad ur pennad hir pe hiroc'h a-raok evañ. Servijet e vez fresk, ha pa vez tomm an amzer e c'haller lakaat tammoù skorn enni.
Evet e vez kalzik e Spagn ha Portugal. Abaoe Genver 2014 ne c'haller implijout ar ger sangria evit evajoù gwerzhet er c'henwerzh nemet pa vezont graet en unan eus an div vro-se, da-heul ur votadeg e Parlamant Europa[1].