Mont d’an endalc’had

Sandwich

Eus Wikipedia
sandwich
seurt meuz
Iskevrennad eusfinger food, bread dish, bánh Kemmañ
Anv er yezh orinsandwich Kemmañ
Anvet diwarJohn Montagu, 4th Earl of Sandwich Kemmañ
Bro orinBro-Saoz Kemmañ
Danvez implijetbara Kemmañ
Hashtagsandwich Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E204) Kemmañ
Arouezenn Unicode🥪 Kemmañ

Ur sandwich zo ur seurt meuz a zeu e anv eus hini an diplomat hag amiral saoz John Montagu (1718-1792), 4vet kont Sandwich.

Da gentañ e oa bara gant kig bevin sall, a blije kenañ d'an aotrou kont. Met dizemglev zo diwar-benn an doare ma voe ijinet.

Ur c'hoarier touet e oa John Montagu, hervez a gontas an istorour gall Pierre Jean Grosley (1718-1785) en e levr Londres (1770[1]). E 1762, p'edo o c'hoari ar c'hartoù, e teuas ur servijer da ginnig daou damm bara gant kig yen ha keuz ; kavout a reas d'ar c'hont e oa daou berzh mat d'ar meuz-se : n'en doa ket ezhomm da sevel diouzh taol da vont d'e bred ha da walc'hiñ e zaouarn a-raok derc'hel da c'hoari.

Disfiz a vag lod avat ouzh ar vojenn-se. Krediñ a reont e oa ur marc'h-labour eus an amiral, hag a voe er gouarnamant e 1765, ha n'en devoa ket kalz amzer da c'hoari. Gallout a raje, hervezo, bezañ kavet an tu-se da labourat en ur zebriñ.

Tud zo a aoz ur sandwich da gas gante d'ar skol pe d'o labour. Tud all a bren sandwichoù a vez graet en ostalerioù abaoe pell zo. Stalioù-sandwichoù a vez kavet e pevar c'horn ar bed bremañ, digor betek diwezhat en noz er c'hêrioù bras. Er stalioù-brasañ zoken e kaver da brenañ. Ur meuz bedel eo ar sandwich hiziv, met disheñvel eo eus an eil bro d'eben, eus an eil rannvro d'eben alies zoken.

Debret e vez en yen peurvuiañ, met lod a vez debret en tomm, ha neuze e vez roet anvioù all dezho. N'eus ket bet ijinet mekanik ebet d'ober sandwichoù c'hoazh, evel ar re a zo evit fardañ chaok-aotrou pe hot dog.

E Breizh-Uhel, e Bro-Roazhon dreist-holl, ez eo kaletez gant silzig sandwich orin ar vro. Ur ganaouenn zo bet savet d'ar meuz, hag ur gevredigezh zo d'e zifenn.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Klasket ez eus bet treiñ ar ger e brezhoneg.

  • Bara pok-ha-pok a vez lavaret dre fent[2]
  • Diwar ar ger luc'haj gallek casse-dalle e oa bet ijinet kazh-dall dre fent ivez.
  1. (fr) BnF.
  2. Geriadur Ménard, 2020, p. 1202-a.