San Francisco (Be Sure to Wear Flowers in Your Hair)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

San Francisco (Be Sure to Wear Flowers in Your Hair) a zo ur ganaouenn saoznek gant ar c'haner stadunanat Scott McKenzie, embannet e 1967 en albom The Voice Of Scott McKenzie hag en ur bladennig pevar zitl[1] hag unan daou ditl[2].

Savet e voe, ton ha son, gant John Phillips (1935-2001), hag eñ ezel eus ar strollad The Mamas & the Papas d'an ampoent. Produet e voe gantañ, a-gevret gant Lou Adler (1933-), evit ober bruderezh da Festival etrebroadel sonerezh pop Monterey a oa da vezañ dalc'het diwezhatoc'hik[3].

Berzh bras a reas diouzhtu hag e chomas renket da gentañ er Rouantelezh-Unanet e-pad peder sizhunvezh diouzh renk e miz Eost. Dont a reas da vezañ un doare himn e-touez izili al luskadoù enepsevenadur ar bloavezhioù tri-ugent (hippie, enebiñ ouzh brezel Viêt Nam ha Flower power peurgetket). Savet e voe un doare gallek kanet gant Johnny Hallyday zoken : Johnny Hallyday o kanañ San Francisco er skinwel e miz Here 1967.

He c'hlevout a c'haller ivez e-barzh Forrest Gump, navet film hir Robert Zemeckis.

Selaou ha lenn gerioù San Francisco (Be Sure to Wear Flowers in Your Hair)...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. San Francisco (Be Sure To Wear Flowers In Your Hair), What's The Difference (Chapter II), Like An Old Time Movie ha No, No, No, No, No.
  2. San Francisco (Be Sure To Wear Flowers In Your Hair) ha What's The Difference.
  3. Monterey International Pop Music Festival, adalek ar 16 betek an 18 a viz Mezheven, e Monterey (Kalifornia).