San-Pédro

Eus Wikipedia
Traezhenn e San-Pédro

San-Pédro zo ur gêr eus Aod an Olifant ha kêrbenn rannvro Bas-Sassandra, war aod Pleg-mor Ginea.

Eil porzh-mor ar vro eo, goude Abidjan. War-dro 160 000 annezad a vefe e kêr, lod anezhe repuidi eus Liberia ha Sierra Leone.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anvet e voe San-Pédro gant Portugaliz er XVvet kantved. Koulskoude eo São Pedro ar stumm portugalek. Ar stumm spagnolek eta zo bet kemeret, ha skrivet e doare al lec'hanvadurezh c'hall, gant "é", ha barrennig-stagañ e-kreiz an anv.