Mont d’an endalc’had

Samuel Hamilton Walker

Eus Wikipedia

Samuel Hamilton Walker, bet ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1817 e Toaping Castle (kêr Grennbelt, Maryland) ha marvet d'an 9 a viz Here 1847 e Huamantla (Mec'hiko, bremañ e stad Tlaxcala) a oa un ofiser stadunanat. Servijout a reas da gentañ en Texas Rangers, ha war-lerc'h e armeoù Republik Texas ha Stadoù-Unanet Amerika.

Goude studioù evit bezañ kalvez, rollañ a reas en arme evit kemer perzh er brezel a-enep d'ar bobl Mvskoke (Creek) e 1836, met chom a reas kazarniet e Florida evel sklêrijenner betek 1841. Kemer a reas perzh e bagadoù brezel evit enebiñ ouzh aloubadeg Texas gant an arme vec'hikan adalek 1842. Prizoniet e voe, ha dont a reas a-benn da achap kuit div wech[1]. E 1844 e rollas en ur gompagnunezh Texas Rangers. D'an 2 a viz Even er bloaz-se e stourmas a-enep Komanched e emgann Walker's Creek : eno e implijas ar Rangers revolverioù Colt Paterson evit ar wech kentañ, hag a-drugarez da c'halloud an armoù-mañ, a oa nevez d'ar poent-se, e voent trec'h war an Indianed[2].

Ar revolver Colt Walker savet diwar genlabour Samuel Colt ha Samuel H. Walker

E miz Gwengolo 1845 e rollas Walker en arme stadunanat reolius, dindan urzhioù ar jeneral Zachary Taylor. Servijout a reas evel sklêrijenner a-raok kemer penn e gompagnunezh dezhañ e-unan. Kemer a reas perzh e deroù ar brezel a-enep Mec'hiko e 1846. E miz Here 1847 e veajas da Washington D.C. evit kavout soudarded nevez prest da rollañ en e gompagnunezh. Eno e kejas gant an ijinour ha den a aferioù Samuel Colt[2]. Walker a alias anezhañ evit sevel ur revolver nevez hag a gordje gant ezhommoù ar marc'hegerezh. Ar Colt Walker, un arm-dorn galloudusoc'h evit ar re savet betek-neuze, a voe krouet diwar o labour[1].

E miz Mae 1847 e tistroas Walker da vrezeliñ. Da vare un argadenn war gêr Huamantla e voe lazhet Samuel H. Walker gant ur sivil. Douaret e voe eno[2]. E gorf a voe kaset e 1848 da San Antonio (Texas), e-lec'h m'emañ bremañ e vez[3].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Edmund Lovell Dana, Incidents in the Life of Capt. Samuel H. Walker, Texan Ranger, embannet e stumm E-book e 2023
  1. 1 2 (en) Samuel Hamilton Walker, Texas Ranger Hall of Fame & Museum (lennet d'an 18/07/2025)
  2. 1 2 3 (en) SPURLIN Charles, Samuel H. Walker: Texas Ranger and Mexican War Veteran, Texas State Historical Association, 1976, kempennet d'ar 16/02/2019 (lennet d'an 18/07/2025)
  3. ↑ (en) Samuel Hamilton Walker, Find a Grave (lennet d'an 18/07/2025)