Samopal vz. 58
| Samopal vzor 58 | |
|---|---|
Ur fuzuilh-arsailh vz. 58 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Fuzuilh-arsailh damaotomatek / aotomatek |
| Mont en-dro | Tennata dre amprest gazoù, piston |
| Munision | 7,62 × 39 mm M43 |
| Mare krouidigezh | 1956 - 1958 |
| Produer | CZ |
| Mare produiñ | 1959 - 1984 |
| Niver produet | War-dro 920.000 |
| Perzhioù teknikel Stumm kentañ | |
| Mas (hep kartouchenn) | 2,91 kg |
| Hirder | 845 mm 636 mm (lamm pleget, stumm vz. 58 V) |
| Hirder ar c'hanol | 390 mm |
| Hed-tenn efedus | 100 - 800 m |
| Hed-tenn d'ar muiañ | 2.800 m |
| Lusk-tennañ | 800 tenn/mn |
| Tizh mont e-maez ar boledoù V0 | 705 m/s |
| Endalc'h | Karger fiñv 30 kartouchenn |
| Stummoù nes | vz. 58 P vz.58 V CZ 858 Tactical |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A B (stumm damaotomatek hepken) |
Ar Samopal vzor 58 (fuzuilh-vindrailher stumm 1958), anvet peurliesañ vz. 58, pe en ur mod ofisiel en arme 7,62 mm samopal vzor 58, zo ur fuzuilh-arsailh produet gant an embregerezh Česká zbrojovka etre 1958 ha 1984. Arm standart eo bet e arme Tchekoslovakia, ha Tchekia adalek 1993, betek ar bloavezhioù 2010.
Istor ha deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Treset e voe an arm gant an ijinour Jiří Čermák dindan an anv-kod Koště ("skubelenn"). Savet hag amprouet e voe adalek 1956, a-raok bezañ choazet gant arme Tchekoslovakia e 1958. Kambret e oa evit ar c’hartouchennoù 7,62 × 39 mm implijet gant broioù Pakt Varsovia. Heñvel e oa he neuz ouzh hini an AK-47 soviedat, met disheñvel e oa e gwirionez[1] : ober a ra ar vz. 58 gant ur sistem tennata dezhañ ur piston berr e red (22 mm) a-us d'e ganol. Degemer a ra kargerioù 30 kartouchenn, ur c'houch hag a c'haller reoliañ etre 10 ha 800 metr, hag un ibil evit stagañ ur vaionetez. Daou vod tennañ a zo dezhi (damaotomatek / aotomatek)[2].
Stummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stumm diazez an arm eo ar vz. 58 P (evit Pěchotní, "troadegiezh"). Lamm ha fust e skouerennoù kentañ a oa e koad, met ar braz eus ar re war-lerc'h zo bet savet gant rezin[3]. An adstumm vz. 58 Pi zo heñvel, met peadra da stagañ binvioù IR (isruz) zo ouzh e du kleiz. An eil stumm nesañ eo ar vz. 58 V (evit Výsadkový, "harzlammerezh") : ul lamm metal plegus zo dezhañ[2].
Stummoù arnodel kambret e 5,56 mm NATO ha 7,62 mm NATO a zo bet anezhe ivez. Ar CZ 858 Tactical zo ur stumm damaotomatek hepken, savet diwar pezhioù ouzhpenn, evit ar marc'had sivil[4].
-
Ur vz. 58 divontet evit ur c'hempenn boaz.
-
Ur soudard slovak gantañ ur vz. 58 V e-kichen Diwaniyah (Irak) e 2006.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn servij e armeoù Tchekoslovakia, ha war-lerc'h 1993 e reoù Tchekia ha Slovakia, ar vz. 58 a voe ezporzhiet e-leizh er bed a-bezh. Implijout eo bet e kalzig brezelioù e Afrika hag er Reter-Kreiz betek hiziv[2]. Abaoe 2011 ha deus ar CZ 805 BREN kemeret he flas e arme Tchekia.
Implijerien a-vremañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Angola
Aod an Olifant
Burundi
Eritrea
Etiopia
Filipinez
Guatemala
Ginea
India
Indonezia
Irak
Republik Kiprenez
Kuba
Kurdistan
Laos
Libia
Mozambik
Slovakia
Somalia
Siria
Tanzania
Ukraina
Viêt Nam
Implijerien bet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijerien nann-gouarnamantel evel Daech pe ar PIRA iwerzhonat a ra gant ar vz. 58 ivez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (cs) FENCL Jiří, Samopal vz. 58, Naše Vojsko, 2005, ISBN 978-8020607652
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 247
- ↑ 2,0 2,1 ha 2,2 (en) POPENKER Maxim, Samopal vzor 58 - SA vz.58 assault rifle and semi-automatic crabines (Czechoslovakia / Czech republic), Modern Firearms (lennet d'an 28/06/2025)
- ↑ (fr) Vz 58, Arme et passion (lennet d'an 28/06/2025)
- ↑ (fr) VZ 58 ou CZ 858, UFA, 02/11/2022 (lennet d'an 28/06/2025)