Samochód pancerny wz. 34
| Iskevrennad eus | karr hobregonet |
|---|---|
| Brezel | Aloubadeg Polonia |
| Bro orin | Polonia |
| Keflusket gant | straight engine |
| Lakaet er servij | 1934 |
| Tennet eus ar servij | 1939 |
Samochód pancerny wz. 34 ("karr hobregonet, stumm bloavezh 1934") a oa ur c'harr hobregonet skañv implijet gant al lu polonat e-kerzh Kampagn Gwengolo 1939.
Dizain
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'harbed a oa diazezet war hini hanter biskoulennet Samochód pancerny wz. 28, hag a oa bet lakaet er servij e 1928. Ar c'harbed diazez ne oa ket bet degemeret mat gant ar soudarded rak diaes e oa da sturiañ, an tizh uhelañ a oa re c'horrek, ouzhpenn-se ne oa ket efedus pa veze kemmet an doare leur dindan (hentoù, douar...). Urzh a oa bet roet da adsevel ar c'harbed hag a oa da vezañ rodek a-benn neuze. Ar biskoulennoù a oa bet lakaet en o lec'h un ahel kamionoù Fiat.
Ar c'harbedoù hobregonet a oa bet savet gant stummoù lies: kefluskerioù hag a a-wechoù kemmoù bihan war ar plakennoù hobregonet[1]. Dafaret e oant bet pe gant ur vindrailherez Ckm wz. 25 Hotchkiss 7,92 mm pe gant ur c'hanol kanol-berr 7 mm Puteaux SA 18.
Paouezet e oa bet da broduiñ anezho e 1938.