Sam Peckinpah
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv-bihan | Sam |
| Anv-familh | Peckinpah |
| Deiziad ganedigezh | 21 C'hwe 1925 |
| Lec'h ganedigezh | Fresno |
| Deiziad ar marv | 28 Kzu 1984 |
| Lec'h ar marv | Inglewood |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | heart failure |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Bet war ar studi e | Skol-veur Su Kalifornia, USC School of Cinematic Arts, Fresno High School, California State University, Fresno |
| Deroù ar prantad labour | 1957 |
| Dibenn ar prantad labour | 1984 |
| Brezel | Eil Brezel-bed |
| Skour lu | United States Marine Corps |
| Oberenn heverk | The Wild Bunch, Convoy, Bring Me the Head of Alfredo Garcia, Straw Dogs |
| Ezel eus | Writers Guild of America West |
| Prizioù resevet | American Campaign Medal, World War II Victory Medal, Army of Occupation Medal |
| Bet kinniget evit | Academy Award for Best Writing, Original Screenplay |
| Rummad tost | Category:Films directed by Sam Peckinpah |
David Samuel Peckinpah[1] ganet d'an 21 a viz C'hwevrer 1925 hag aet da Anaon d'an 28 a viz Kerzu 1984, a oa ur filmaozer ha senarioour stadunanat. E western epek The Wild Bunch (1969) a oa bet lakaet e anv evit daou Academy Award ha lakaet da 80vet film e listenn ar c'hant film gwellañ gant an American Film Institute. En e filmoù e veze implijet doareoù filmañ nevez hag ijinus, da ziskouez ar feulster en un doare gwirion kemmesket gant ur sell adwelour eus an doare film Western.
Filmoù Peckinpah a bled gant ar stourm etre talvoudegezhoù ha meizadoù an hiniennoù, ouzhpenn ar fall hag ar feulster er gevredigezh denel. Tudennoù Peckinpah o-unan, dizarempred pe kollerien a glask bezañ tud enorus met a zo rediet da vont war-zu ar fall evit chom bev en ur bed neanter ha feuls garv. Lesanvet e oa bet "Sam ar gwadus" evit ober dave d'ar feulster taolennet en e filmoù.
Peckinpah en doa ur bersonelezh stourm ; e-pad bloavezhioù en doa bet kudennoù gant an alkool hag an dramm, ar pezh a oa bet o tegas brud fall war e oberenn. Produerezh meur a film gantañ a oa bet reoù gant stourmadennoù etre ar broduerien hag ar skipailhoù film ivez, ar pezh a oa bet fall evit e labour pa oa-eñ bev c'hoazh.
E-touez filmoù Peckinpah e c'haller menegiñ Ride the High Country (1962), Major Dundee (1965), The Ballad of Cable Hogue (1970), Straw Dogs (1971), The Getaway (1972), Pat Garrett and Billy the Kid (1973), Bring Me the Head of Alfredo Garcia (1974), Cross of Iron (1977) ha Convoy (1978).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Peckinpah", Random House Webster's Unabridged Dictionary
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Sam Peckinpah war IMDb