Saloñs te
| Iskevrennad eus | mass caterer, drinking establishment, commercial building |
|---|---|
| Produ | te |
| Typically sells | te |
Ur saloñs te a zo ur seurt preti lec'h ma vez evet te dreist-holl, met ivez evajoù tomm all, gant kouignoù sukret pe boued sall. Kavet e vez saloñsoù te en Azia hag Europa dreist-holl, er broioù ma z'eo an te un elfenn a bouez eus ar sevenadur. Un aergelc'h sioul a vez er saloñsoù te peurliesañ, ul lec'h a-feson evit flapat etre mignoned.
Azia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E saloñsoù te Sina (茶館 / 茶馆, cháguǎn) e vez servijet kalz teoù disheñvel. Ar re goshañ a sav da vare an dieniezh Tang, a-raok an bloaz 740.
E Japan e vez graet tchachitsou anezho (茶室), hag a dalv « sal de ». Gwechall e oa ar sal de e ti an dud, lec'h ma veze graet lid hengounel an te.
Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Breizh-Veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Breizh-veur ha kalz broioù saoznek e vez servijet an "afternoon te" (ur pred skañv gant te d'an abardaez) en un "tea house". Ober a ra ar saoznegerien an diforc'h gant ar "cofeehouse" lec'h ma vez servijet kafe da gentañ, da lavaret eo ar c'hafedi a anavezomp. Gallout a reer evañ te ha debriñ ur scone gant kaotigell, pe ur pred fonnusoc'h.
Saloñsoù te a gaver e letioù, hag e embregerezhioù zo zoken.
Republik tchek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abaoe Dispac'h ar voulouz e 1989 eo deuet ar saloñsoù te da vezañ ul lodenn eus sevenadur ar Tcheked. Hiziv ez eus ur 400 saloñs te bennak er vro[1] (čajovny) hag ouzhpenn 50 e Praha hec'h-unan, ar pezh a zo, hervez mammennoù zo[2], brasañ stankter saloñsoù te dre annezad en Europa.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (cz) ajk – seznam ajoven a obchod ajem war cajik.cz.
- ↑ (cz) esko je zem snejvt koncentrac ajoven na svt. Kam na dobr aj zajt? war Hospodsk noviny, 7 a viz Kerzu 2010.